WordPress.com

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Arlun ha logo WordPress

Ur savenn krouiñ blogoù digoust a zo eus WordPress.com, meret gant an aozadur WordPress. Savet eo bet e-kerzh ar bloavezh 2005, ha digoret d'an holl d'ar 1añ a viz Du 2005. Digoust e chom a-drugarez da zibaboù VIP ha d'un nebeud bruderezh Google AdSense. Bez e oa 9,2 vilion a vlogoù bet krouet war WordPress.com e miz Du 2009[1] N'eo ket ret emezelañ a-benn gwelet ar blogoù war ar sevij, estreget m'eo bet resisaet gant aozer ar blog, hogen ret e chom en ober a-benn krouiñ unan pe ober un evezhiadenn war unan. Evit netra eo ar servijoù war-bouez un nebeud re (aozer CSS, kartaouiñ-domani ha gwelladennoù plas). Steuvenn arnevez ha peurlipet al lec'hienn hag an niver bras a nevezentizoù hag a zibaboù a ginnig a ra eo unan eus ar savennoù a ra ar muiañ a verzh hiziv an deiz.

Diforc'h gant WordPress.org[kemmañ]

Disheñvel eo Wordpress.com diouzh WordPress.org dre ma vez kinniget frammoù rakc'hraet d'an implijerien gant an hini kentañ padal e vez dieuboc'h an eil. Lod eus ar blogoù savet gant WordPress.org a vez roet bod dezho war wordpress.com koulskoude. Lod eus lec'hiennoù brasañ hag ar muiañ a verzh ganto war an Etrerouedad a implij servijoù Wordpress[2]

Yezhoù[kemmañ]

Troet pe war dreiñ emañ ar savenn e 77 yezh[3], yezhoù minorelaet hag ar brezhoneg en ho zouez. Emañ an droidigezh vrezhonek da 25%, hogen gellout a ra an holl reiñ sikour evit ma yafe war-raok buanoc'h.

Daveoù[kemmañ]

Liammoù diavaez[kemmañ]