Mont d’an endalc’had

Woody Allen

Eus Wikipedia
Woody Allen
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhStadoù-Unanet Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denHeywood Allen Kemmañ
Anv ganedigezhAllan Stewart Konigsberg Kemmañ
Anv-bihanHeywood, Allan, Stewart Kemmañ
Anv-familhAllen, Konigsberg Kemmañ
MoranvWoody Kemmañ
Anv berrWoody Allen Kemmañ
Deiziad ganedigezh30 Du 1935 Kemmañ
Lec'h ganedigezhBronx Kemmañ
TadMartin Kemmañ
MammNettie Königsberg Kemmañ
Breur pe c'hoarLetty Aronson Kemmañ
PriedSoon-Yi Previn Kemmañ
Kompagnun(ez)Diane Keaton, Mia Farrow Kemmañ
BugelRonan Farrow, Moses Farrow, Dylan Farrow, Manzie Tio Allen, Bechet Dumaine Allen Kemmañ
Yezh vammsaozneg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg Kemmañ
ImplijerNew School Kemmañ
Bet war ar studi eNew York University Tisch School of the Arts, Midwood High School, New York University Kemmañ
Floruit2020 Kemmañ
Deroù ar prantad labour1950 Kemmañ
Strollad etnekYuzevien amerikan Kemmañ
Relijionyuzevegezh, agnostegezh Kemmañ
Benveg sonerezhclarinet Kemmañ
List of worksWoody Allen bibliography Kemmañ
FilmographyWoody Allen filmography Kemmañ
Anvet diwarWoody Herman Kemmañ
Ezel eusAmerican Academy of Arts and Sciences, Writers Guild of America, East Kemmañ
Label sonerezhCapitol Records Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://www.woodyallen.com/ Kemmañ
Kont warSubstack Kemmañ
Oberennoù zo en dastumadMuseum of Modern Art, Harvard Film Archive Kemmañ
Rummad tostCategory:Films directed by Woody Allen, Category:Films with screenplays by Woody Allen Kemmañ
Statud e wirioù aozerOberennoù dezhe gwirioù aozer Kemmañ
BibliographyWoody Allen bibliography Kemmañ
Documentation files atSAPA Foundation, Swiss Archive of the Performing Arts Kemmañ
Woody Allen (2006)

Woody Allen, pe Allan Stewart Konigsberg e wir anv, zo ur c’homedian, un aozer senariooù hag ur sevener-filmoù amerikan. Ganet eo bet d’an 30 a viz Du 1935 hervez meur a holloueziadur[1] pe d’ar 1 a viz Kerzu 1935 hervez e vuhezskrid[2], e Brooklyn. Dimezet eo bet div wech ha tri bugel en deus, unan anezho bet advabet gantañ. E 1997 e timezas da Soon-Yi Previn, adverc’h Mia Farrow a oa bet e gompagnunez. E 1952, e-ser studiañ en High School Midwood, e skriv fentigelloù en ur gazetenn. Goude-se ez a war ar vicher gagman (aozer fentigelloù) e servij farserien evel Bob Hope ha Buddy Hackett, hag e 1957 e teu da vezañ skridaozer abadenn skinwel Garry Moore. Ur skrivagner eo ivez (pezhioù-c’hoari, romantoù ha danevelloù zo bet skrivet gantañ). Woody Allen zo unan eus filmaozerien amerikan vrudetañ an daou-ugent vloaz tremen, a-dra-sur unan eus ar re a sav ar muiañ a filmoù. Lod a lavar ez eo ivez unan eus ar re europeanañ. Troet eo dreist-holl gant ar c’homediennoù buhezegezh, diazezet war ar bredelfennerezh alies, daoust ma pled a-wechoù gant seurtoù filmoù all. En un toullad mat eus e filmoù e vez aktor ivez, ha peurliesañ e c’hoari un dudenn tost a-walc’h outañ e-unan, flemmskeudenn un den a spered yuzev (hag ar fent yuzev) newyorkat, hag eñ skoet gant barradoù anken skrijus ha fentus war un dro. Woody Allen ne c’hall ket padout gant ar c’hoant aozañ filmoù : abaoe penn kentañ ar bloavezhioù 1970, pa oa krog da dapout brud, n’eo ket paouezet a filmañ. Tost ur film ar bloaz a vez sevenet gantañ, ar pezh a zo un taol-kaer e-keñver padusted hag ingalded e produerezh ur filmaozer. Ur soner klarinetenn eo ivez. Savet en deus ul laz-seniñ jazz ha mont a ra war al leurenn gantañ.

Arroudennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Hir eo ar beurbadelezh, war an diwezh dreist-holl.
  • Dre forzh selaou Wagner e vezan gant ar c’hoant aloubiñ Polonia.
  • Ne c’houlan nemet ur sin digant Doue ! Ken nemet lakaat ur bern arc’hant war ur gont-bank suis em anv, da skouer.
  • Peseurt diforc’h zo etre ar blijadur revel hag ar marv ? Mervel a c’hallit ober hoc’h-unan-penn ha den ebet ne ray goap ac’hanoc’h.
  • Ar vuhez zo ur preti bihan, fall ha ker. Ouzhpenn-se eo re verr.
  • Me zo ganet er feiz hebraek, met goude on bet gounezet d’an narsisegezh.
  • N'on ket spontet rak ar marv, met gwelloc'h e kavan bezañ en ul lec'h all pa teuio.

Filmoù evel aktor

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Woody Allen, Oviedo.

Filmoù evel sevener hag aktor a-wechoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Prizioù pennañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Oscar ar sinema evit ar gwellañ film gant Annie Hall
  • Oscar ar gwellañ sevener gant Annie Hall
  • Oscar ar gwellañ senario gant Hannah and Her Sisters
  • Oscar ar gwellañ senario gant Annie Hall
  • Golden Globe ar gwellañ senario gant The Purple Rose of Cairo
  • César evit ar gwellañ film estren gant The Purple Rose of Cairo
  • César ar gwellañ film estren gant Manhattan
  • British Academy Award ar gwellañ film gant Hannah and Her Sisters
  • British Academy Award ar gwellañ film gant The Purple Rose of Cairo

Danvez loreadurioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Danvez loreadur evit Oscar ar gwellañ film gant Hannah and Her Sisters
  • Danvez loreadurioù evit Oscar ar gwellañ sevener gant Bullets Over Broadway ; Crimes and Misdemeanors ; Hannah and Her Sisters ; Broadway Danny Rose ; Interiors
  • Danvez loreadurioù evit Oscar ar gwellañ senario gant Deconstructing Harry ; Mighty Aphrodite ; Bullets Over Broadway ; Husbands and Wives ; Alice ; Crimes and Misdemeanors ; Radio Days ; The Purple Rose of Cairo ; Broadway Danny Rose ; Manhattan ; Interiors
  • Danvez loreadur evit Oscar ar gwellañ aktor gant Annie Hall
  • Danvez loreadurioù evit Golden Globe ar gwellañ film gant Everyone Says I Love You ; Hannah and Her Sisters ; The Purple Rose of Cairo ; Manhattan ; Annie Hall
  • Danvez loreadurioù evit Golden Globe ar gwellañ sevener gant Hannah and Her Sisters ; Interiors
  • Danvez loreadur evit Golden Globe ar gwellañ aktor gant Annie Hall
  • Danvez loreadurioù evit César ar gwellañ film estren gant Manhattan Murder Mystery ; Husbands and Wives ; Alice ; Hannah and Her Sisters

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Encyclopedia of World Biography, Britannica, UXL Encyclopedia of World Biography, Universalis
  2. Apropos of Nothing, Woody Allen, embannadurioù Arcade, 2020