Wolfgang von Trips

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Wolfgang Alexander Albert Eduard Maximilian Reichsgraf Berghe von Trips (bet ganet d'ar 4 a viz Mae 1928, marvet d'an 10 a viz Gwengolo 1961) a oa ur blenier redadegoù kirri alaman. Mab ur familh tudjentil eo, ha daoust da se en deus redet e F1 etre 1956 ha 1961. Redet en deus dreist holl evit Ferrari ha kevezet en deus evit titl ar vlenierien pzo erruet ur gwallzarvoud e Monza en deus lazhet anezhañ ha 15 arvesterien. Gant e genskipailher Phil Hill zo aet ar maout ar bloavezh-se. Perc'henner un troiad kart e oa von Trips, e Kerpen en Alamagn, un troiad perc'hennet goude gant Rolfe Schumacher, tad Ralf ha Michael Schumacher, a zo krog da redek war an troiad-se ha goude deuet da vezañ ar blenier alaman kentañ o c'hounit ur redadeg-leun abaoe amzer von Trips.

Porched ar Formulenn 1 – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn ar Formulenn 1