Mont d’an endalc’had

Gwilherm II (dug Normandi)

Eus Wikipedia
(Adkaset eus William Iañ)
Ur pennad Gwilherm Iañ zo ivez.
Ur pennad Gwilherm II zo ivez.
Setu ur pennad diechu hag a denn d'an istor. Gallout a rit reiñ un tamm skoazell, ha kreskiñ ar pennad : krogit e-barzh !

Gwilherm II, dug Normandi, ganet e Falaise war-dro 1027, ha marvet e Rouen d'an 9 a viz Gwengolo 1087, a oa anavezet ivez evel Gwilherm ar Bastard, Gwilherm an Alouber, ha Gwilherm Iañ Bro-Saoz.

Mab bastard e oa da Roperzh, dug Normandi, ha da Herleva Falaise (Arlette e galleg). Anvet e voe da zug da varv e dad, pa oa 8 vloaz. Goude ur pennad bec'h bras e voe trec'h en emgann Val-ès-Dunes, en 1047.

War-dro 1050 e timezas da Matilda Flandrez hag e tiazezas e c'halloud e Normandi ma savas un dugelezh c'halloudus, doujet gant Rouaned bro-C'hall, Herri Iañ (1031-1060) ha Fulup Iañ (1060-1108).


Aloubiñ a reas Bro-Saoz e 1066 ha trec'h e voe en emgann Hastings. Kurunennet e voe evel Gwilherm Iañ, roue Bro-Saoz. Da-heul an trec'h -se e oa galloudusañ roue Europa ar c'hornôg.

Dimeziñ ha bugale

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dimeziñ a reas da Matilda Flandrez. Pevar bugel o doe:


En e raok:
Roparzh an Diaoul
Dug Normandi
thum
10351087
War e lerc'h:
Roparzh II (dug Normandi)


En e raok:
Harold II
Roue Bro-Saoz

1066 - 1087
War e lerc'h:
Gwilherm II