William Baldwin

William Joseph Baldwin ganet d'an 21 a viz C'hwevrer 1963, zo un aktour, produer ha skrivagner stadunanat. Ezel eo eus ar Familh Baldwin, an eil breur yaouankañ eo a-ziwar pevar lesanvet ar Baldwin brothers. Gwelet eo bet er filmoù Flatliners (1990), Backdraft (1991), Sliver (1993), Virus (1999), The Squid and the Whale (2005), A Christmas Trade (2015), o c'hoari e roll e-unan en Forgetting Sarah Marshall, ha bremañ e c'hoari e-barzh hag e produ ar stirad skinwel war Netflix anvet Northern Rescue. Baldwin zo dimezet gant ar ganerez Chynna Phillips.