Mont d’an endalc’had

Wikipedia:Pajennoù da nullañ/Rummad:Hanez

Eus Wikipedia
  • Da betra servij ar rummad hanez-mañ pa'z eus dija ur rummad istor? Hanez zo un amprest diwar ar c'hembraeg bet graet er bloavezhioù 60 pe 70 evit kemer plas ar ger istor. N'en deus ket graet berzh. Dibaot-kenañ eo an dud a ra gant an termen-mañ. Kinnig a ran e vefe diverket ar rummad-mañ ha rummet ar pennadoù ennañ dindan Istor > Henamzer pe Marevezh henc'hresian zo rummadoù bet krouet a-raok. Fulup 9 Kzu 2006 da 20:25 (UTC)[respont]
  • Me 'gav din eo bet implijet Hanez amañ evit treiñ ar galleg épopée ha n'eo ket evit Histoire.--Llydawr 9 Kzu 2006 da 21:46 (UTC)[respont]
    • mmm, gwelet a ran eo Favereau a ro hanez evit épopée. Koulskoude eo "istor" talvoudegezh hanez. Vallée a rae gant danevell-veur. Hanez n'emañ ket gant RH. N'emañ ket kennebeut gant an Here. Ne gavan ket épopée war TermOfis. Bank Preder a ro mojenn-veur, meurzanevell pe kanenn-veur. An termenoù diwar danevell a seblant din bezañ feal a-walc'h d'ar c'heal zo da dreiñ. Hanez ne glot ket ha degas a ra kemmesk pa oa bet amprestet da gentañ gant SADED evit lakaat e plas an termen istor. Lakaat a ran ar gaoz-mañ war bajenn gaozeal ar rummad:Hanez hag e lakaan ur c'hemenn war bajenn gaozeal MP eo bet savet ar rummad-mañ gantañ/i Fulup 10 Kzu 2006 da 13:55 (UTC)[respont]

A-raok nullañ ur bajenn eo dav pledal gant ar bajennad. An ide épopée e oa gant ar ger hanez. Skarzhomp ar ger goude bezañ degemeret ur ger evit ar jener lennegel a glot gant an Iliada, an Odis(s)eia gant Homeros, Brezel ha Peoc'h (gant Pe anv din-me)... MP 10 Kzu 2006 da 18:50 (UTC)[respont]

Evidon-me e vefe gwelloc'h treiñ épopée gant meurgan evel m'eo bet dibabet gant RH asamblez gant meurzanevell ha n'eo ket ur ganenn-veur kennebeut. Kan a zo gwelloc'h eget danevell peogwir e veze savet ar seurt danevelloù evit bezañ kanet (betek Ronsard d'an diwezhañ e veze kanet ar varzhoniezh ingal). Ne welan ket roud ebet eus ur ger evit épopée e GBAH. --Ch. Rogel 10 Kzu 2006 da 16:53 (UTC)[respont]

ne displij ket din "meurgan" na tamm ebet (evit "épopée" ha "saga" ivez 'michañs?).--Neal 10 Kzu 2006 da 16:57 (UTC)[respont]

Pa seller ouzh Loeiz Herrieu e weler e rae gant ar ger, tapet diwar ar c'hembraeg. Evit kemer lec'h "Istoer". Ne oa ket dec'h. Bianchi-Bihan 10 Kzu 2006 da 17:14 (UTC)[respont]

Geriadur Favereau

[kemmañ ar vammenn]

Evit ar ger gallek épopée an hini eo em eus implijet ar ger hanez. Evel boaz : n'on ket chalet e vez implijet ur ger pe unan all, keit ha ma vez simpl a-walc'h evit bezañ intentet gant al lodenn vrasañ. MP 10 Kzu 2006 da 17:20 (UTC)[respont]

Kentel: diwall ouzh ar geriadurioù. Hag ouzh lod muioc'h c'hoazh.Bianchi-Bihan 10 Kzu 2006 da 17:25 (UTC)[respont]

Adtapet em eus bet ar gerioù zo bet kavet du-mañ du-se. MP 10 Kzu 2006 da 19:25 (UTC)[respont]

  1. hanez
  2. danevell-veur
  3. mojenn-veur
  4. meurzanevell
  5. kanenn-veur
  6. meurgan

hanez pe meurgan

[kemmañ ar vammenn]
  • MP
    • Abalamour ma'z int berr.
    • Hanez a ziskouez bezañ gantañ ul liv kozh-Noe gras d'e orin diwar ar c'hembraeg. Pezh a glot mat a-walc'h gant Homeros, Arzhur hag an harozed all evel Ulises/Odisseus.