Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 12 bloaz 2007

Eus Wikipedia

19/03/2007 — 25/03/2007

skrivañ un dra bennak en daouzekvet sizhun eus 2007 | An ti-chopin | sizhun a-raoksizhun a zeu

Tan er Pireneoù[kemmañ ar vammenn]

Ur rummad: Katalonia an Norzh zo amañ. He c'hoar c'hallek a fell da lod distruj, du-hont. Kemerit ur vunutenn da vont da welet. Shelley Konk 20 Meu 2007 da 14:17 (UTC)[respont]

Kimiad da Hellaz kozh[kemmañ ar vammenn]

Kontet em eus em boa savet tost da 250 pennad diwar-benn mojennoù ha doueed Hellaz a wechall abaoe 4 miz.

N'on ket a-du gant an dibaboù graet nag an doare da gemm ar pennadoù-se a zo o ren bremañ: setu ma paouezin krenn gant an danvez, goude ma chom pennadoù diechu, goude ma chom un 200 d'ober c'hoazh, hag am bije graet war o zro a-hend-all. Marteze e rin, met amañ ne vo ket.

Marteze ivez e kendalc'hin un tamm bihan c'hoazh, dousik, gant al livourien, keit ma ne savo ket bec'h, evit plijadur ar skeudennoù hag ar brezhoneg war un dro. Avel vat d'ar wikipedia brezhonek. Bianchi-Bihan 22 Meu 2007 da 00:07 (UTC)[respont]

Diaes da gompren: n'out ket a-du gant an dibaboù bet graet daosut ha ma oa bet na'het ganit kenlabourat dre kinnig dibbaoù da-unan hag a c'hellje bezañ bet degemeret er votadeg ha diouzh an tu all divizout az poa chom hep kemer perzh er votadeg hec'h-unna, zoken evit lâret e oas a-enep da bep kinnig. N'eo ket ret na kenlabourat dre degas kinnigoù na dre mouezhiañ evel-just, met dont da glemm war-lerc'h a zo un tammig re aes d'am soñj. N'eus forzh penaos e vo laket da dalvezout an dibaboù bet graet hervez disoc'h ur vouezhiadeg bet kaset da-benn un un doare reizh. ha ya, goût a ran, n'eo ket deuet kalz a dud da lâret o soñj dre reiñ o vot, met petra 'ri? n'heller ket rediañ an dud d'hen ober evel-just. Met d'an nebeutañ o doa implijerion zo disklêriet n'o doa ket kemeret perzh abalmour ma n'int ket gouiziek war an dachenn-se: un emdalc'h fur ha kirikiek. Tristig eo kentoc'h avat, d'am soñj atav, o welet tud sañset gouiziek war an dachenn dre m'eo bet savet kement all a bennadoù gante o tivizout chom hep kemer perzh el labour a stroll ha neuze lâret ne blij ket dezhe an divizoù bet kemeret. Bezo pe vezo, evel merour e lakain e pleustr an divizoù bet kemeret a-stroll en un doare demokratel (d'am soñj n'eo ket chomet digor e-pad keit all nep votadeg all a seurt-se). Ne blij ket dit an divizoù, daoust d'al labour bet kaset da-benn ganit n'eus netra d'ober. Merour (Neal) (Kaozeal) 22 Meu 2007 da 07:20 (UTC)[respont]
N'eo ket diaes da gompren: pa vez dizemglev ec'h echu ur frapadig buhez, amañ un tammig kenlabour (400 pennad am eus keuz d'an amzer tremenet ganin ouzh o sevel), ahont un dimeziñ. Hervez frankiz pep hani.
Kemer perzh en ur votadeg rakfardet gant tud n'o doa ket labouret war an dachenn n'em boa ket c'hoant d'ober. Frankiz pep hani, ur wech ouzhpenn.
Ober a rez-te klemm eus ar pezh zo dizemglev em geriadur. Ma ne gomzomp ket ar memes yezh e vo diaes en em gompren.
Ar vouezhiadeg eo a lakaez-te a-raok pep tra: ar c'henemglev etre ar re a labour war an dachenn a lakaan-me. Fentus eo gwelout eo unan eus alioù wikipedia ( Discuss, don't vote, a gredan) ha ne dalvez ket amañ.
Biken ne vin a-du gant divizoù kemeret gant tud ha n'o deus ket labouret war an dachenn. Setu perak ne gemeran ket perzh er mouezhiadegoù. Setu perak em eus keuz da vezañ graet al labour am eus graet. Amzer kollet ganin, diwar-goust traoù all.
Gwelloc'h e vije bet din dilezel abretoc'h an tachennoù aret ganin pa oa bet bet reuz gant an departamantoù gall.
D'ar re o deus votet diwar-benn un dachenn n'anavezent ket nemeur (eveldon kent kregiñ) d'ober al labour bremañ. D'o zro. Bianchi-Bihan 22 Meu 2007 da 19:27 (UTC)[respont]
Aozet e oa bet ar votadeg, evel e ouzez mat-tre, peogwir ne oa ket tu da dont a-benn d'ur c'henemglev etre an dud bet labouret war an dachenn resis-se. Lod a gave dezhe e rankfe mont ar maout gant an hini bet savet ar muiañ a bennadoù war an dachenn-mañ'n-dachenn ganti/añ, met n'eo ket evel-se ma'c'h a an traoù. Ur pouez hñvel en deus pep implijer/ez hag oar gwir da lâret o soñj ha/ pe da vouezhiañ mar fell dezhe. Keuz a lârez, ne welan ket re perak. Hag evidout da-unan eo e savez pennadoù? Ha ma vefe tennet gounid oute gant implijerion/ezed all ne vern? Ur gumnuniezh eo ar wikipdia ha n'eo ket ur park-peuriñ hiniennel. Chalte on un tammig avat gant ar fed ma kred dit "ar re o deus votet diwar-benn un dachenn n'anavezent ket nemeur". Piv? Perak? Dismegañ evit an implijerion/ezed all n'eo ket gwall yac'h d'am soñj. taol ur sell ur wezh all da gentañ ouzh an evezhidennoù bet skrivet ganin diwar-benn traoù o tennañ d'un dachenn all, hini ar yezhoniezh. Ha ne gomzan ket eus an dibab termnoù met eus ar c'healoù o-unan (s.o. Yann 8:7).--Merour (Neal) (Kaozeal) 22 Meu 2007 da 19:38 (UTC)[respont]
C'hoant am eus amañ gourc'hemeniñ Neal ha Bianchi-Bihan evit al labour ramzel bet kaset ganto da benn diwar-benn Hellas. N'emaon ket a-du avat gant rebechoù Bianchi-Bihan: pa na gemerer ket perzh en ur vot (padal e oas kelaouet) n'eus ket ar gwir pizmigañ an disoc'hoù. Gellet tije er c'hontrol kenlabourat gant Neal evit gwellaat e ginnigoù, h.a. Ur c'henlabour eo wikipedia, met ezhomm 'zo tud a volontez vat...Benoni 22 Meu 2007 da 19:40 (UTC)[respont]
Hervez reolennoù diazez ar wikipedia, ma'm eus komprenet un dra bennak enne, eo ar re a labour war un dachenn a rank en em glevout. Ret e oa gortoz ken e rajent. Hag o dije graet. Met atav ar memes tra: ret e vez hastañ atav, hastañ lakaat ur gudenn e-lec'h n'eus ket, hastañ votiñ evit un diskoulm. N'eo ket evel se e welan an traoù, hel lavarout a ran amañ, pa n'em eus ket bet tro d'ober e lec'h all. Mat pell zo.
Pa lavaran "un dachenn n'anavezent ket nemeur" n'eo ket, evel ma soñjez, ur gunujenn d'az kouiziegezh war ar gresianeg, met ar pezh a c'hallfe n'eus forzh piv lavarout diwar-benn ma anaoudegezh-me eus Egipt kozh pe eus ar rugbi, ha ne deuje biken ar soñj din mont da votiñ evit an disterañ tra a denn dezhe pa n'em eus ket graet war o zro. Hag echu. Bianchi-Bihan 23 Meu 2007 da 07:13 (UTC)[respont]
Arabat lâret n'eus forzh petra. Pelec'h ac'h eus gwelet ur reolenn hag a lâr eo ret gortoz betek ma vefe tizhet ur c'henemglev gant an implijerion/ezed o labourat war an dachenn-mañ-'n-dachenn? Ha perak e vefe savet mouezhiadegoù neuze, koulz war ar raktres-mañ ha war an holl re all? Hastañ a lârez? Ya, gortoz nouspet miz, sevel pennadoù a-ratozh-kaer o tennañ d'ar gudenn da vezañ dirouestlet (sell ouzh an dielloù stag our pajenn gaozeal ar pennad reolata-mañ), kas kemennadennoù war-eeun d'an holl implijerion/ezed bet labouret war an dachenn o c'houlenn o ali hag ivez d'an holl re all dre vras, kas kemennoù dit-te war-eeun o pediñ da ali (nac'hañ eo ar bet ar respont nemetañ diouzh da berzh atav), sevel ur prantad div sizhunvezh evit gwellaat ha kemmañ ar c'hinnigoù war ar stern da vezañ votet war o fenn da c'houde, div sizhunvezh eo chomet digor ar vot ivez. Ya mac'hat, hastañ spontus. N'eo ket rediet an dud da labourat war ar wikipedia, met pa divizont labouront warnañ eo ret dezhe kompren eo ret labourat a-gevret hag a-stroll: n'eus na tachenn (nag ar yezhoniezh evit a sell ouzhin ivez, evel-just) na pennad ebet war ar wikipedia ma vefe perc'hen warnañ implijer/ez pe implijer/ez ha zoken ma vije bet labourate ganti/añ warne kalz muioc'h evit n'eus forzh piv all. Evit tud zo e kopmpren e c'hell bezañ start gwelet penaos e c'hell bezañ kemmet pennadoù bet savet gante gant tud all en un doare na blij ket dezhe, met evel-se 'mañ an traoù.Merour (Neal) (Kaozeal) 23 Meu 2007 da 07:33 (UTC)[respont]
Ha moarvat n'eo ket disoc'h ar votadeg un dra da badout da vat ha da virviken. Pa vo aet Wiki bzh war-raok war an dachenn-se e vo gwelet marteze ez eus mankoù hag e vo ret diwariañ tra pe dra a-benn ur pennad ac'hann. Forzh penaos, ken nebeut a dud a oa o votiñ ken e c'helle ur vouezh hepken lakaat an divizoù da gemm penn-da-benn.Rognogno 23 Meu 2007 da 08:43 (UTC)[respont]
Padout a raio betek ma vo aozet ur votadeg all evel gant disoc'h an holl kenemglevioù tizhet war ur raktres wikipedia, dre vot pe get. Gwir eo eo dister an niver a dud deuet da reiñ o mouezh, met ret eo anzav da gentañ eo dister an niver a dud a labour ingal war ar raktres and da eil e vez dister atav an niver a dud a deu da vouezhiañ war ar wikipediaoù dre vras, zoken e saozneg pae e galleg. N'haller ket rediañ an dud da votiñ, met na votont ket ne c'hell ket talvezout da abeg evit klem da c'houde rak ne blj ket dezhe disoc'h ar votadeg. N'eus forzh penaos, ne denn ket ar wirionez d'an niver a dud a deu da vouezhiañ ha bez' e c'heller kemer divizoù poellek hep ma teufe miliadoù pe kantadoù a dud da reiñ o soñj. War an dachenn-mañ eo bet tizhet ur c'hendiviz disheñvel diouzh kinnigoù kentañ an implijer/ez-mañ'n-implijer/ez dre en emglevet etre meur a hini. Demoktratel penn-da-benn.Merour (Neal) (Kaozeal) 23 Meu 2007 da 09:51 (UTC)[respont]
  1. Adlavarout a ran: n'eo ket klemm, tamall, na tabutal, gerioù taolet din a bep eil, a glaskan amañ, met kaozeal. Ha kaozeal sioul a garfen kenderc'hel d'ober.
  2. Ne lavaran ket n'eus forzh petra.
  3. Sed a lennan er wiki gallek (kemend-all a gaver e yezhoù all): En cas de désaccord sur le contenu d'un article, les wikipédiens cherchent à déterminer ce contenu par un débat argumenté et raisonné, afin d'en arriver à un consensus. Il n'y a jamais de vote sur le texte d'un article, car la retranscription des connaissances ne peut pas être le résultat d'un processus démocratique.

Setu. Bianchi-Bihan 23 Meu 2007 da 11:00 (UTC)[respont]

Kudenn ebet evit kaozeal diwar-benn danvez ur pennad ("contenu") - graet e evz peurliesañ evit ma vanfe neptu ar pennadoù. Netra da welet gant ar reolennoù envel avat na viront ouzh hini ebet da sevel pennadoù.
Kaozeal a oa bet pedet ouzhin ganin evel merour nouspet gwech diwar-benn ar c'hraf resis-mañ ha nac'hañ bewech e oa bet da respont nemetañ.
Lâret forzh petra an hini eo klask lakaat an dud da grediñ e oa bet "hastet votiñ evit un diskoulm" en ur c'hoût e oa bet digor ar prantad div sizhunvezh rakfardañ digor d'an holl da reiñ o soñj diwar-benn ar c'hrafoù da vezañ votet diwar o fenn ha da heul ur prantad div sizhunvezh all evit votiñ. Ha kemend all goude d'an nbeutañ div vizvezh o kaozeal diwar-ben an tem. Tri mizvezh (d'an nebeutañ) a zo hastañ evit dont a-benn da gaout ur sistem unvan evit treuzskrivañ anvioù divoutin gresianek?

Merour (Neal) (Kaozeal) 23 Meu 2007 da 12:06 (UTC)[respont]

Ne lavaran ket n'eus forzh petra.
Ganit emañ ar gwir atav.
Ne respontin ket eta. Bianchi-Bihan 24 Meu 2007 da 03:54 (UTC)[respont]

Vot digor war adenvel an ti-chopin[kemmañ ar vammenn]

Ur vot a zo bet digoret amañ evit adenvel an ti-chopin. Trugarez da reiñ ho ali. Benoni 25 Meu 2007 da 12:13 (UTC)[respont]