Mont d’an endalc’had

Wikipedia:Kumuniezh/An ti-chopin/sizhunvezh 03 bloaz 2007

Eus Wikipedia

15/01/2007 — 21/01/2007

[kemmañ ar vammenn]
skrivañ un dra bennak en teirvet sizhun eus 2007An ti-chopin

Parlañdoù

[kemmañ ar vammenn]

Un draig bennak 'meus da c'houlenn genoc'h : daoustoc'h ma zo moaiand skriv en ur parlañd (rannyezh) amañ, get ma vo skrivet er skritur unvan, hemp na vo chañchet tout an traoù get wikipedierion arall? Me zo-me koutant da labourat àr an dro genoc'h eit kreskiñ ar wikipedia en hon yezh, mes ma vez chañchet tout ma zraoù get an dud arall, ne dal ket 'boan e lakehen bec'h!

Lughaidh 15 Gen 2007 da 23:50 (UTC)[respont]

Is-yezhoù

[kemmañ ar vammenn]

Frañsizien ' vez boaz d'ober lezennoù fur ha foll.

A zo boas, d'am soñj. Reolata n'emañ ket em geriadurioù. A belec'h e teu?

Piv a gompren ster ar gerioù dizanv-se? Bianchi-Bihan 18 Gen 2007 da 10:11 (UTC)[respont]

Strizhoù-mor pe strizhvorioù

[kemmañ ar vammenn]

Kavet em eus ur rummad (re all zo moarvat) anvet "strizh-mor Azia". Mat e vo d'an dud gouzout e talv ar gerioù-se "le détroit d'Asie"; ne zere ket ouzh ur rummad, anat deoc'h. Ret e vo diwall neuze : ma reer gant an unander e vo Strizh-mor '''eus''' Azia, ma reer gant al liester (a erbedan amañ) e vo strizhoù-mor Azia.

Un afer all: ne gomprenan ket perak n'eo ket strizhvor/strizhvorioù, met sur-mat e kavin unan bennak da zisplegañ din. Bianchi-Bihan 18 Gen 2007 da 10:06 (UTC)[respont]

Henroma / Hen Roma

[kemmañ ar vammenn]
  • An dra-mañ a zo skrivet war pennadoù zo: "Ur pennad eus an heuliad

Henroma eo ar pennad-mañ".

    • KLiamm titlredet em boa kompren e oamp a-du gant Hen Roma.
    • Ne gredan ket eo mat ar ger heuliad aze.
Hen n'eo ket bev evel anv-gwan ken e brezhoneg. Implijet e vez bremañ da rakger evit sevel termenoù nevez. Setu perak eo reizh skrivañ ar gerioù a grog gant hen en ur ger : Henroma, henroman, Henamzer, henvrezhoneg (evel krennvrezhoneg), hengoun, henstumm, hag all. Meur a skouer a gaver e geriadur an Here ha gant Roparz Hemon. Fulup 21 Gen 2007 da 10:58 (UTC)[respont]

Evit gwir 'm eus kavet henroman e geriadurioù'zo, met pas Henroma. N'on ket evit divizout ha pa 'm oa kavet an droienn-se poellek a-walc'h. Daoust hag eñ e vo tud all evit reiñ o ali?--Ch. Rogel 22 Gen 2007 da 20:53 (UTC)[respont]

Marteze n'emañ ket Henroma peogwir eo gwell ober gant Hen Roma , evel gant "gwir Vretoned" er ganaouenn.Shelley Konk 24 Gen 2007 da 15:33 (UTC)[respont]

Bro Gerne ha Bro-Gerne

[kemmañ ar vammenn]

Skuizhus eo kavout an daou stumm a bep eil un dek gwech bennak. Gwelloc'h e vije ober evel e geriadur R Hemon (ha re all moarvat) : Bro-Gerne, hag echu. Bianchi-Bihan 21 Gen 2007 da 05:06 (UTC)[respont]

Me sav a-du evit ma vo lakaet ar barrenigoù-stagañ evel ma veze graet gant an oberourien wellañ. Ur si eo pa vez gwelet ingal koulz hag e galleg hag e brezhoneg chom hep ober gant ar brrennigoù-stagañ evit an anvioù douaroniel. Bremañ e kaver (ha me ra evel-se a-wechoù) Kêr Roazhon e-lec'h Kêr-Roazhon. Kemplesoc'h eo ar reolennoù evit an anvioù boutin. Mat e vije kaout ur pennad war ar poent-se (da vezañ lakaet e korn an erbedennoù. --Ch. Rogel 22 Gen 2007 da 20:49 (UTC)[respont]

  • Ur boaz gallek eo lakaat barrennigoù-stagañ en anvioù-lec'h. Er reolennoù skoueriekaat an anvioù-lec'h degemeret gant an Ofis a bled gant ar panellerezh-hent e Breizh ez eus bet divizet chom hep implijout barrennigoù-stagañ ken nemet evit anvioù ar broioù, ar c'humunioù ha re an departamantoù peogwir e oa diazezet mat ar boaz d'o skrivañ evel-se abaoe pell. Ur reolennig ispisial zo ivez evit anvioù ar stêrioù. Fulup 24 Gen 2007 da 19:52 (UTC)[respont]

Panelloù divyezhek

[kemmañ ar vammenn]

Ur skeudenn da sevel er pennad db ar stêr Hafren, mar plij. Panelloù divyezhek e-harz hon andonioù a vije ur c'hiz dereat e Breizh. Er Vreizh-mañ pe en ur Vreizh all. Shelley Konk 24 Gen 2007 da 15:30 (UTC)[respont]