Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 49 bloaz 2009
30/11/2009 — 6/12/2009
- skrivañ un dra bennak en navvet sizhun ha daou-ugent eus 2009 | An davarn | sizhun a-raok — sizhun war-lerc'h
Translatewiki.net update
[kemmañ ar vammenn]- Currently 100.00% of the MediaWiki messages and 67.41% of the messages of the extensions used by the Wikimedia Foundation projects have been localised. Please help us help your language by localising and proof reading at translatewiki.net. This is the recent localisation activity for your language. Thanks, GerardM 30 Du 2009 da 15:18 (UTC)
- Ni 'zo bet war-raok mat war an treiñ. Tremenet omp eus tro 50% da 67%, n'eo ket fall. Gant ma kendalc'ho. A galon --Y-M D 30 Du 2009 da 17:49 (UTC)
Danvez merour
[kemmañ ar vammenn]Diwar goulenn Implijer:Trec'hlid mitonet hag Implijer:Fulup en em ginnigan evit bezañ danvez merour. Me gav din ez eus ezhomm eus tud evit sikour da gas ar raktres ha labourioù 'zo a ne c'hellont bezañ graet nemet gant merourien (kempenn patromoù 'zo, diverkañ pajennoù diezhomm, diwall diouzh ar vandalerezh). Aliesik e teuan d'ober un dro war Wikipedia neuze e c'helfen reiñ ur respont prim d'ar c'hudennoù a savfe. Ouzhpenn em eus labouret kalz abaoe an hañvez ziwezhañ hag em eus ur mestroni welloc'h eus hor wiki-ni. Me 'zo menet ivez da gas an traoù evit ar pennadoù mat hag eus an dibab, n' am eus ket ar soñj tamm ebet dibab ar pajennoù, met ober al labour broudañ, goulennata ha merañ ha kas en-dro. Kompren a ran mat ne vefe ket dedennet an holl gant al labour-se setu ez on me a-du d'en ober. A galon --Y-M D 2 Kzu 2009 da 17:02 (UTC)
- Ya, war-lerc'h kinnig Fulup (hag a zo merour ivez) e kav din e vefe ur mennozh mat kaout YMD da verour. Ingal e tiskouez tremen war ar wiki, ha bolontez vat a ziskouez evit renkañ an diaezmantoù (pa sav dizemglev da skouer), hag ivez evit renkañ ar c'hudennoù teknikel (ar pezh n'eo ket didalvoud, sur). ha moarvat e vefe aesaet e labour mar befe gantañ ar binvioù merañ. N'hon eus ket kalz a verourien oberiant (2?) hag un trede ne vefe ket a re...Trec'hlid mitonet 4 Kzu 2009 da 17:47 (UTC)
Lakaat a rin ma anv ivez, peogwir e kav din e sikouran ar wikipedia abaoe ur pennad mat, peogwir on unan eus an 3 pe 4 den o deus savet ar muiañ a bennadoù (gwelout ma fajenn), peogwir eo ma labour-me a vez diverket ingal (gwelout labour-noz an aotrounez Bran, Bleiz, Khan) hag e welan n'hallan ober netra enep ar freuzerien, peogwir on an hini a reizh ar muiañ a bennadoù (a bell) abaoe 3 bloaz (ha hep reizherien ne vo ket a vrezhoneg mat er wikipedia nag a bennadoù mat) ha neuze e ran al labour merour na vez ket graet gant ar verourien all, peogwir em eus savet binvioù evit peurzeskiñ ar yezh d'ar genlabourerien a garfe ober ganto (hag ez on mennet d'o gwellaat), ha peogwir em eus c'hoant da c'houzout pegement e vez priziet al labour holloueziadurel er wikipedia. Bianchi-Bihan 4 Kzu 2009 da 19:09 (UTC)
- Ya, priziañ al labour kaset da benn en hor wiki-ni. Ha just a-walc'h, un doare bennak a zo da c'houzout pet pajennad a vez lennet gant an dud dindan un devezh / ur sizhunvezh? --Ex-Smith 4 Kzu 2009 da 19:32 (UTC)
- Doareoù disheñvel a zo evit priziañ labour an implijerien ha kresk hor wiki-ni. Da gentañ penn e kaver al lec'hien [1]. Ret eo lakaat anv an implijer evit kaout stadegoù diwar-benn al labour bet graet a-fed degasadennoù. Evit stadegoù hollekoc'h ez eus [2], ha pa gliker war "Wikipedourien" ez eus stadegoù war an implijerien. --Y-M D 4 Kzu 2009 da 19:51 (UTC)
Embann
[kemmañ ar vammenn]An embannerien vrezhonek a gaver e meur a rummad : Rummad:Embannerien vrezhonek, Rummad:Embannerezh vrezhonek, Rummad:Embregerezhioù embann, Rummad:Embannerien Breizh. Hag ur Rummad:Embannadurioù brezhonek zo ivez. Mat e vefe lakaat un tamm urzh hag eeunaat an traoù-se, evit gallout kavout an traoù aesoc'h, ne gav ket deoc'h ? --Llydawr 4 Kzu 2009 da 20:31 (UTC)
- Ya me 'zo a-du ganit. D'am soñj an hini didalvoudusañ a zo Rummad:Embregerezhioù embann. Me derc'hel a rafen Rummad:Embannerien vrezhonek ha Rummad:Embannerien Breizh dre ma n'eo ket ar memestra hag e skarzfen an 3 all. E-barzh Rummad:Embannadurioù brezhonek n'eus tost netra ouzhpenn-se.--Y-M D 4 Kzu 2009 da 20:43 (UTC)
Dilenn merourien nevez
[kemmañ ar vammenn]- Da-heul ar goulennoù dispaket a-us em eus digoret ur bajenn nevez evit ma c'hallfe ar wikipedourien votiñ ha dilenn merourien nevez mar fell dezho. Digor e vo ar votadeg adalek al Lun 3 Kerzu da vintin betek ar Sul 13 Kerzu da noz, war ar bajenn-mañ. --Fulup 5 Kzu 2009 da 19:38 (UTC)
Ur bot
[kemmañ ar vammenn]Kavet 'm eus un den a c'hellfe sevel deomp ur bot evit hor wiki-ni. Ezhomm en deus gouzout petra hon defe ezhomm ober. Piv n'eus kinnigoù ? --Y-M D 6 Kzu 2009 da 17:30 (UTC)
Wikimedia France
[kemmañ ar vammenn]E krec'h ar bajenn-mañ e c'haller lenn bruderezh evit reiñ arc'hant da wikipedia, pe gentoc'h da Wikimedia France. D'am soñj eo poent krouiñ ur gevrdeigezh WikiBreizh, pe Wikimedia Breizh, pe un dra bennak evel-se. Hag ober bruderezh eviti amañ, ha n'eo ket evit reiñ arc'hant d'ar c'hallegerien. Goulenn a ran ali an dud diwar-benn an dra-se. Bianchi-Bihan 6 Kzu 2009 da 18:59 (UTC)