Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 44, bloaz 2013
Neuz
28/10/2013 — 03/11/2013
[kemmañ ar vammenn]- Skrivañ un dra bennak er pevare sizhun ha daou-ugent eus 2013 | An davarn | sizhun a-raok — sizhun war-lerc'h
Bec'h
[kemmañ ar vammenn]Amañ: https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Yaou_(planedenn)&diff=1534738&oldid=1534737 Bianchi-Bihan (kaozeal) 30 Her 2013 da 17:51 (UTC)
- Boulc'het e oa bet ar pennad Yaou (planedenn) e 2005 gant Yann Ber Montreer. Ur skiantour a zo anezhañ hag a zo bet e-touez ar re gentañ o deus savet dafar kelenn evit eil derez Diwan (a-raok ma vije digoret ar skolaj kentañ). A-drugarez dezhañ ez eus bet gellet kelenn an danvezioù skiantel e brezhoneg. Evel-just ne blij ket d'an holl an dibaboù yezh graet gant Bodad ar Geriaouiñ met skrivañ n'eo ket brezhoneg ar gerioù-se a zo diwir ha dismegañsus. Deuet ez eus ur goukoug nevez 'zo hag zo bet o skarzhañ ar gerioù implijet gant Bodad ar Geriaouiñ evit lakaat he re dezhi en o flas : [1] en ur venegiñ Brezhonekaet hep bezañ teurvezet skrivañ netra er bajenn gaozeal a-raok. Adlakaet e oa bet ar stumm kent gant geriaoueg Bodad ar Geriaouiñ. Ha setu bremañ ma teu unan all da ober ar memes tra hep kaozeal kennebeut : [2]. Souezhus an doare a-berzh ur bachelour Diwan na ziskouez tamm anaoudegezh ebet d'ar re o deus roet tro dezhañ da studiañ ar skiantoù e brezhoneg. Souezhusoc'h c'hoazh a-berzh ur merour a rankfe sellet ouzh istor ar pennad a-raok mont da heul hemañ-henn. --86.214.197.16 1 Du 2013 da 23:46 (UTC)
- Gwir eo ne seblant ket bezañ dereat ar pezh a zo c'hoarvezet amañ met perak an diaoul e savit ho respont hep anv implijer ebet, c'hwi ivez ? Ne vo fin ebet... --Prieladkozh (kaozeal) 2 Du 2013 da 07:33 (UTC)
- Dont a rit da gemmañ traoù kuzhet a-dreñv un IP (ur gont a c'hellit krouiñ !), ha c'hoari adlakaat an traoù seul daol ma vezont cheñchet. N'eo ket gwall fin deus ho perzh rak seblantoù a ra bezañ vandalerezh, dreist-holl pa ne tisplegit ket da vat ar perak. En davarn pe er bajenn gaozeal ho pefe gellet skrivañ ur gerig da zisplegañ pep tra !
- "Dizober" kemmoù an den en deus cheñchet ar geriaoueg a skarzh ivez danvez bet degaset gantañ, da ziwall 'zo eta !
- Doujañs a ranker kaout evit labour pep hini anat eo. N'eo ar Bodad ar Geriaouiñ nemet ur vammenn avat, ha lod all a c'hell bezañ.
- Deoc'h da c'houzout ivez ne vez ket implijet rik e Diwan ar pezh a ginnigit adlakaat er pennad, goude un taol sell buan ha buan e lavarfen eo hanter-hanter !
- A galon, --Y-M D (kaozeal) 3 Du 2013 da 14:31 (UTC)
- Gwir eo ne seblant ket bezañ dereat ar pezh a zo c'hoarvezet amañ met perak an diaoul e savit ho respont hep anv implijer ebet, c'hwi ivez ? Ne vo fin ebet... --Prieladkozh (kaozeal) 2 Du 2013 da 07:33 (UTC)
Ha se zo kaoz...n'emañ ket Sant-Kae e Perroz ! :-)--Prieladkozh (kaozeal) 3 Du 2013 da 15:09 (UTC)
Bec'h amañ ivez
[kemmañ ar vammenn]Distruj labour ar re all, strobañ ha skoilhañ pa ne oa ket echu al labour : https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Bains&diff=1534841&oldid=1534833 Bianchi-Bihan (kaozeal) 31 Her 2013 da 15:39 (UTC)
- Poan 'm eus o krediñ an arguzenn roet. Pa ne vez ket echu ul labour e vez ur patrom kemenn da lakaat, ha pa weler anvadurioù gallek a vez lakaet gantañ hag a chom e-pad pell evel amañ [3] e weler mat n'eo ket un afer "labour diechu". Piv a gredo 'zo ezhomm eus kement-se a amzer evit skrivañ "Ille-et-Vilaine" e brezhoneg?--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 1 Du 2013 da 15:05 (UTC)
- Pep hini a labour evel ma kar, ha n'eus aotrou ebet da reiñ urzhioù na da voc'hañ labour ar re all. Bianchi-Bihan (kaozeal) 1 Du 2013 da 15:20 (UTC)