Mont d’an endalc’had

Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 40 bloaz 2007

Eus Wikipedia

01/10/2007 — 07/10/2007

skrivañ un dra bennak en daou-ugentvet sizhun eus 2007 | An davarn | sizhun a-raoksizhun a zeu

Petra an diaoul eo ar gêr evit "scots" (yezh) ? Trugarez en a-raok. A galon. Klaod. Kadbzh 1 Her 2007 da 11:26 (UTC)[respont]

Skoseg a larfen me (disheñvel eus gouezeleg Bro-Skos). Benoni (Kaozeadenn) 1 Her 2007 da 12:04 (UTC)[respont]
War a seblant e kinnig tud zo ober gant Skoteg. Benoni (Kaozeadenn) 1 Her 2007 da 12:05 (UTC)[respont]

Patrom prest (?)

[kemmañ ar vammenn]

Sellet ouzh Antwerpen (proviñs). A galon. Klaod. Kadbzh 1 Her 2007 da 12:56 (UTC)[respont]

Daoust hag eñ n'hallfemp ket digeriñ ur rummad "skolioù Brizh" ha kinnig d'ar skolaerien sevel ur pennad diwar-benn o skol (hag o c'humun)? Petra 'soñj an dud?Bianchi-Bihan 2 Her 2007 da 03:52 (UTC)[respont]

Tizhet 'eo bet an dekvet pennad hiziv er wikiarroud e brezhoneg, hag ar 65vet renk. Ar brezhoneg eo ar c'hentañ yezh keltiek dija er wikiarroud en ur ober nebeutoc'h eget ur sizhun! Pedet oc'h holl da zont da genlabourat, difaziañ, sevel un nebeud pennadoù hag all: ar pal a zo diskouez ez eus ur gumuniezh prest da labourat e wikiarroud evit ma vo ofisielaet ar buanañ ar gwellañ (n'emaomp nemet e gorerezh wikimedia evit ar mare). Benoni (Kaozeadenn) 3 Her 2007 da 16:17 (UTC)[respont]

Kendiviz reolata war an anvioù tud

[kemmañ ar vammenn]

Digas a ran da soñj d'an holl ne chom mui nemet ur sizhunvezh evit reiñ o ali evit ar c'hendiviz reolata war an anvioù-tud a-raok na vo digoret ar vot. Trugarez deoc'h. Benoni (Kaozeadenn) 4 Her 2007 da 10:40 (UTC)[respont]