Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 38 bloaz 2007

Eus Wikipedia
Aller à la navigation Aller à la recherche

17/09/2007 — 23/09/2007

skrivañ un dra bennak en eizhvet sizhun ha tregont eus 2007 | An davarn | sizhun a-raoksizhun a zeu

simud diuzel e-lec'h mudelezh diuzel[kemmañ ar vammenn]

Salut deoc'h tudoù Savet m'eus ar pennadig dwb ar vudelezh diuzel (rak emañ ma merc'h gant ar gudenn-mañ). abaoe em eus prenet levrenn gentañ geriadur ar vezegiezh (ar vezekniezh) hag em eus kavet ar ger simud evit "mutisme". Me 'garfe lakaat simud diuzel neuze e-lec'h mudelezh diuzel...

Ken ar c'hentañ Gwion Pitre - An Abuzet Dingad (Il-ha-Gwilen)

Labour kumuniezhel ar sizhun[kemmañ ar vammenn]

Arabat disoñjal lakaat liammoù etrewiki d'ar rummadoù ivez.

Aet omp un tammig war-raok. Un dra pouezus eo lakaat rummadoù d'ar pennadoù ha d'ar rummadoù! Pouezus tre eo ivez lakaat liammoù etrewiki d'ar pennadoù ha d'ar rummadoù. Ret eo d'an holl kenlabourat evit lakaat ar sifroù-se da zigreskiñ, evit ma vije aesoc'h implij hon wiki. Trugarez deoc'h. A galon,Tournesol.png Benoni (Kaozeadenn) 17 Gwe 2007 da 09:54 (UTC)

Kendivizoù reolata nevez[kemmañ ar vammenn]

Daou gendiviz reolata nevez a zo bet digoret. Trugarez da reiñ ho ali:

Tournesol.png Benoni (Kaozeadenn) 17 Gwe 2007 da 13:59 (UTC)


Stad[kemmañ ar vammenn]

Llydawr ker, trugarez da gemer perzh er gaoz gant arguzennoù resis. Seblantout a ra din avat e kaver Stad gant ur bennlizherenn e geriadur Vallée, e geriadurioù an Here (2 embannadur zo bet), e geriadur ar Glev, er geriadur Broadel savet gant R. Hemon, e geriadur brezhoneg-saozneg R. ar Porzh, e geriadur an armerzh, e geriaoueg enlinenn an Ofis. Seblantout a ra din ez eo a-walc'h evit erbediñ implij ar bennlizherenn.

Kavet em eus ivez :

  • "peder c'holonenn ar Stad" (GWALARN 10 p33)
  • un doare Stad kevredet (SKETLA SEGOBRANI III p.55)
  • ne chomas eus a Stadoù sant Per nemet ur pannik krenn a zouar en-dro da Rom Istor hor Mamm zantel an Iliz. Kerne. Desmoulins. Landerne. 1893..p.231
  • hep kretadur a-berzh ar Stad, tr. « sans garantie du gouvernement , Vallée p 329
  • yezh an embannoù graet gant ar Stad (Notennoù db ar Gelted kozh, p 146)
  • enskrivadurioù a-berz-Stad (Notennoù db ar Gelted kozh, p 145)
  • peder c'holonenn ar Stad, Gwalarn X p 33 (Abeozen)
  • Ar Stad ledenezat (Enez ar vertuz)
  • - N’ez eus nemed ar Stad hag a hallfe ober an dra-ze. Ni n’or-beus ket aotre (Keit ha ma vo esperañs LAGADEG Yann-Vadezour)
  • "Ar Mell Pod Melen ?" a c'houlennis, souezhet. "Morse ne glevis meneg eus un anv ken iskis bet roet da unan bennak eus listri ar Stad gant ar C'hallaoued! Ha n'eo ket eus Melpomène a vennit komz ?"(Kontadennoù Kerne p 92)
  • « O ! ra vehet milliget, pennoù Stadoù », (Kammdro an Ankou, 3-09-1915.- embannadurioù disheñvel zo : « O ! reveet miliget, penneu Stadeu »)
  • - Ret eo deomp sevel gwer an dorioù ha derc'hel hor mouchedoù àr hor fri : nend eus ket a harz. Nag a Vretoned a zo kouezhet amañ, e-kreiz o nerzh, evit difenn ur Stad ha n'en deus graet, a-c'houde kant ha kant vlez 'zo nemet c'hoari an dall d'o bro !, (Kammdro an Ankou, 16-09-1914)


Anv a rez eus disoc'hoù un enklask war Google. A-du e vi ganin moarvat evit lavaret e kaver a bep seurt war ar gwiad e forzh petore yezh hag ez eo arvarus-kenañ gwiriañ reizhskrivadur ur ger war-bouez un enklask gant Google. Kavour a reer a-wezhioù kement a skouerioù skrivet fall hag a skouerioù skrivet mat. Lakaomp e c'hallomp stadañ e vez graet hanter-hanter memes tra. N'eo ket abalamour da se e c'haller ober un dibab eus an doare-se da skrivañ da'm soñj. Pas evit ar pep brasañ eus an dud d'an nebeutañ. Ne soñj ket din o dije bet tro kalz a dud d'en em soñjal war ar c'hraf-se. Skrivañ a reont hep pennlizherenn abalamour ma'z eo un anv divoutin e-giz ma c'hoarvez ivez e galleg gant kalz tud. (menegiñ a ran ar galleg amañ abalamour ma kaver ivez ar ger Stad gant ur bennlizherenn ennañ, ne gemeran ket skouer diwarnañ)

Evit a sell pennadoù Kervella hag ar fed ma kaver hag an Notennoù, ne nac'han ket ez eus bet skrivet hag e vez skrivet c'hoazh mod all gant tud zo. C'hoarvez a ra vat gant ar brezhoneg evel gant ar yezhoù all pa'z int bet kelennet er skolioù d'un niver bras a dud. Diazezet e vez reolennoù pe doujet e vez muioc'h ouzh ar re a oa evit na veze graet a-raok. Ar skridoù n'int ket tra un nebeud lenneien ken, gant o doareoù skrivañ dezhe o-unan a-wezhioù, met hini un niver a dud o deus ezhomm gouzout penaos skrivañ er memes doare. Abalamour da se e soñj din e ranker mont da-heul al levrioù dave a-vremañ a ya o-unan da-heul ur boaz kozh a-walc'h ha pa ne vefe skrivet du war wenn. Kalz a draoù a-hend-all n'int ket skrivet er yezhadurioù. Gortoz a rimp ur Grévisse brezhoneger evit displegañ an traoù-se dimp tout... Setu aze. Skrivañ a ri evel 'teus c'hoant, evel just, met din-me ez eo gwell lakaat ur bennlizherenn. A galon --Kadwalan 21 Gwe 2007 da 08:43 (UTC)

Kaozeadenn kendalc'het war ar bajenn gaozeal staget ouzh ar pennad stad.Tournesol.png Benoni (Kaozeadenn) 21 Gwe 2007 da 10:43 (UTC)

Betawiki: better support for your language in MediaWiki[kemmañ ar vammenn]

Dear community. I am writing to you to promote a special wiki called Betawiki. This wiki facilitates the localisation (l10n) of the MediaWiki interface. You may have changed many messages here on Wikipedia to use your language for your language profile, but if you would log in to for example the English language Wiktionary, you would not be able to use the interface as well translated as here. Infact, of the 1792 messages in the core of MediaWiki, 1509 messages have been translated. Betawiki also supports the translation of messages of over 75 extensions, with 981 messages.

If you wish to contribute to better support of your language in MediaWiki, as well as for many MediaWiki extensions, please visit Betawiki, create an account and request translator priviledges. You can see the current status of localisation of your language on meta and do not forget to get in touch with others that may already be working on your language on Betawiki.

If you have any further questions, please let me know on my talk page on Betawiki. We will try and assist you as much as possible, for example by importing all messages from a local wiki for you to start with, if you so desire.

You can also find us on the Freenode IRC network in the channel #mediawiki-i18n where we would be happy to help you get started.

Thank you very much for your attention and I do hope to see some of you on Betawiki soon! Cheers! Siebrand@Betawiki 20 Gwe 2007 da 10:02 (UTC)

  • Currently 97.01% of the MediaWiki messages and 73.44% of the messages of the extensions used by the Wikimedia Foundation projects have been localised. Please help us help your language by localising at Betawiki. This is the recent localisation activity for your language. Thanks, GerardM 1 Mae 2008 da 12:03 (UTC)
  • Currently 96.91% of the MediaWiki messages and 59.34% of the messages of the extensions used by the Wikimedia Foundation projects have been localised. Please help us help your language by localising at Betawiki. This is the recent localisation activity for your language. Thanks, GerardM 8 Mez 2008 da 14:20 (UTC)

Françoise Morvan: an distro[kemmañ ar vammenn]

[1]

Roll an dud dre o anv[kemmañ ar vammenn]

Ur rummad pennadoù anvet "Roll an dud dre o anv" a zo. D'am soñj n'eus stêr ebet gant seurt rummad pennadoù, hag a zo a-enep spered wikipedia. Gw. da skouer: Roll an dud dre o anv: A. Goulenn a ran asant ar gumuniezh evit o ziverkañ holl.Tournesol.png Benoni (Kaozeadenn) 21 Gwe 2007 da 20:40 (UTC)

Me n'implijan ket an dra-se, met re all a c'hallfe ober. Peurvuiañ e kavan gwelloc'h mirout un dra ha ne ra droug ebet, goude ma n'eo ket gwall dalvoudus marteze, met gallout a rafe reiñ c'hoant d'ober pennadoù nevez.
Pa seller a dost avat e weler eo goullo ar pennad e gwirionez: mat e vije goulenn digant an hini en deus e savet (e 2006) ha labourat a ray war e dro, pe ne ray ken. Ma ne respont ket a-benn miz ne vo ken diverkañ. Bianchi-Bihan 23 Gwe 2007 da 00:48 (UTC)
GraetKaset ur gemenadenn da MP.Tournesol.png Benoni (Kaozeadenn) 23 Gwe 2007 da 17:40 (UTC)

N'eo ket goullo. Roll_an_dud_dre_o_anv:_Aa. --MP 24 Gwe 2007 da 19:46 (UTC)

N'eo ket aze emañ an dalc'h: da betra servij seurt pajennoù? 90% eus al liammoù-se a chomo ruz! Bez 'zo ar rummadoù evit renabliñ an dud gant pajennoù diwar o fenn.Tournesol.png Benoni (Kaozeadenn) 24 Gwe 2007 da 22:14 (UTC)

Livadurioù[kemmañ ar vammenn]

Diampart on gant an traoù se: tri livadur zo sac'het er pennad: Sant Yann-Vadezour (Caravaggio). Bianchi-Bihan 22 Gwe 2007 da 07:41 (UTC) GraetGraet.Tournesol.png Benoni (Kaozeadenn) 22 Gwe 2007 da 22:22 (UTC)

Trugarekaat. Bravaet eo ar bajenn kenkent. Livadurioù all a vo c'hoazh: daou nevez zo evit ar poent. Bianchi-Bihan 23 Gwe 2007 da 00:50 (UTC)

Wikiquote[kemmañ ar vammenn]

Piv a vefe dedennet gant ur wikiquote e brezhoneg? Ur raktres dedennus e c'hellfe bezañ! 87 yezh o deus o wikiquote, met pas ar brezhoneg c'hoazh!Tournesol.png Benoni (Kaozeadenn) 22 Gwe 2007 da 22:17 (UTC)