Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 29, bloaz 2016

Eus Wikipedia

18/07/2016 — 24/07/2016[kemmañ ar vammenn]

Skrivañ un dra bennak en navvet sizhun warn-ugent eus 2016 | An davarn | sizhun a-raoksizhun war-lerc'h

Demat d'an holl, Piv a c'hallfe displegañ din ster resis ar ger lies Kelennoù a gaver en istitl "Kelennoù bevoniezhel ha termenoù liammet outo" ? A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 19 Gou 2016 da 14:00 (UTC)[respont]

Marteze e oa bet lakaet evit "diskiblezh", da lavaret eo "skourr eus ar vevoniezh". E geriadur Favereau e kaver "discipline" e-touez troidigezhioù ar ger "kelenn". --Llydawr (kaozeal) 20 Gou 2016 da 15:52 (UTC)[respont]
Feiz ! n'em boa ket soñjet er ger gallek "discipline" tamm ebet. Ne oa ket gwall sklaer an traoù (din evel-just) e geriadur Favereau enlinenn :
KELENN g. -où (& n.vb.) enseignement, par ext. didactique, discipline, théorie.
Na ne vije ket reishoc'h ober gant "diskiblezhioù" neuze ? Trugarez deoc'h. A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 20 Gou 2016 da 16:02 (UTC)[respont]

> Geriadur brezhoneg An Here, 2001, p. 705a : kelenn² -où b. 4. Kentel (I2) A-raok mervel e reas ur gelenn war gement-se. En e gelennoù e tiskoueze kalz a skeudennoù --90.32.118.132 22 Gou 2016 da 20:27 (UTC)[respont]

Ha petra eo al liamm ouzh an istitl "Kelennoù bevoniezhel ha termenoù liammet outo" ? Ne gomprenan ket.--Prieladkozh (kaozeal) 23 Gou 2016 da 07:00 (UTC)[respont]

Brezel embann[kemmañ ar vammenn]

Salut deoc'h. Gant an implijer Prieladkozh ez eo bet diverket teir gwech da heul e-kerzh 10 minutenn ar meneg "neptuegezh" er pennad Ar_brezhoneg_hag_ar_post. Breut a zo war ar bajenn kaozeal, met evit bezañ frank ne vez degaset netra nevez d'ar breut pell 'zo dija. Petra c'hoarvez neuz e seurt darvoudoù ? Daoust hag ez eo an hini a pad ar pellañ a c'hounez er fin? Daoust hag ez eo an implijer "koshañ" evel ma seblant splann a walc'h da Prieladkozh ha da Bianci Bian? Daoust hag un diviz gant ar gumuniezh a vez kemeret? A galon. --LapinSpluj (kaozeal) 20 Gou 2016 da 14:29 (UTC)[respont]

N'em boa kemeret perzh e korf ar pennad nemet da reizhañ an nebeud fazioù a oa e-barzh, betek-hen. Hag evel boaz, ne daolit ket evezh ouzh ar pezh a vez skrivet deoc'h ; adlennit 'ta : "Trawalc'h 'zo gant ar menegoù e-barzh ar pennad !".--Prieladkozh (kaozeal) 20 Gou 2016 da 14:40 (UTC)[respont]
Ne dabutin ket ganeoc'h amañ, n'eo ket al lec'h, met respontet am eus deoc'h war ar memes mod. Sklaer a-walc'h ez eo din, ha deoc'h ivez a soñj din, ne zeuimp ket a-benn da gaout un diskoulm drezomp hon-unan war an afer-se. Setu e gavan gwell goulenn ali tud all. --LapinSpluj (kaozeal) 20 Gou 2016 da 14:53 (UTC)[respont]