Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 21, bloaz 2015
18/05/2015 — 24/05/2015
[kemmañ ar vammenn]- Skrivañ un dra bennak er c'hentañ sizhun warn-ugent eus 2015 | An davarn | sizhun a-raok — sizhun war-lerc'h
Ar silzigerezh war Wikipedia
[kemmañ ar vammenn]Ur C'hembread lakaet da Saoz
[kemmañ ar vammenn]Lakaet em boa e oa Martin Amis ur skrivagner kembreat saoznek dre ma oa ganet en Abertawe, met lakaet kenkent gant Bianchi-Bihan da saoz daoust da bep tra: da aozadur ofisiel al lennegezh e Kembre [1], d'ar BBC [2]…
Skarzhañ kerkent kement tra a ya a-enep d'e youl
[kemmañ ar vammenn]"Difennet groñs d'ar vrezhonegerien gwelet traoù 'zo", pa'z eont a-enep da youl "perc'henn ar pennad", am boa lavaret dre fent.
Daoust d'al levrioù dave (geriadur Harraps, etc.) en doa divizet perc'henn ar pennad n'halled ket lavaret "American" e saozneg evit ar saozneg komzet er Stadoù-Unanet. Me da gemer skouer ur skrivagner brudet bevet gantañ eus an daou du eus ar Meurvor Atlantel, hag a lavar: «But I can speak American. I can write American. And when I read other English writers—when they try to do American, they can’t. (…). I learnt American when I was young.» da lavaret eo: "Gouzout a ran komz amerikaneg avat. Gouzout a ran skrivañ amerikaneg. Ha pa welan skrivagnerien saoznek all — pa glaskont ober amerikanek, n'hallont ket. (…) Desket em boa amerikaneg pa oan yaouank." (The Yale Herald (Gwengolo 2012).
Graet eo bet diouzhtu: skarzhañ, ma ne vo dislavar ebet!--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 19 Mae 2015 da 09:39 (UTC)
- Giscard d'Estaing, ganet en Alamagn, a oa alaman eta. Kalz a Gembreiz a c'hoarzh pa glevont e vez lakaet Roald Dahl da Gembread, n'ouzon ket perak, gant Martin Amis e rafent ivez.
- Ur c'hrennlavar zo hag a lavar: "N'eo ket ur wennili a ra an hañv". Bianchi-Bihan (kaozeal) 19 Mae 2015 da 10:09 (UTC)
- Ne rez nemet kadarnaat ar pezh edon o lavaret: te da-unan eo an dave war ar wikipedia. Ret eo d'ar wikipedia plegañ da'z toare da welet an traoù.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 19 Mae 2015 da 10:28 (UTC)
- Saoz eo din a) peogwir eo saoz er wikipedia saoznek (ha dao! setu un dave dit!), ha hini ebet kontrol er wikipedia kembraek, ha b) n'eus roud ebet en defe laret e-unan e oa Kembread. Setu, se 'ra un ali ouzhpenn da hini. Gwir eo, n'out ket boas da gavout alioù all dirazout, kustumoc'h out da glevout amen da gement ger a larez, kompren a ran e kavfes mil boanius dizoleiñ ur bed ha ne bleg ket hervez da c'hoantoù . Daoust ha posubl eo bezañ Saoz ha ganet en ur vro all? Me 'gred, ha Breizhad ganet e ne vern pe vro ivez. Pelec'h e oa ganet Malmanche? Bianchi-Bihan (kaozeal) 19 Mae 2015 da 19:43 (UTC)
- Ne rez nemet kadarnaat ar pezh edon o lavaret: te da-unan eo an dave war ar wikipedia. Ret eo d'ar wikipedia plegañ da'z toare da welet an traoù.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 19 Mae 2015 da 10:28 (UTC)
Dizonestiz eus da berzh evel boaz. Roet em boa-me daveoù, ne'z peus-te roet hini ebet (Wikipedia n'eo ket un dave evit ar Wikipedia), met ma fell dit chom war live ar wikipedia e c'haller gwelet: a) n'eus pennad ebet diwar e benn er wiki kembraek, neuze eo avel ar pezh a gontez dwb ar wiki kembraek; b) ar wiki Simple English a ro "Martin Amis (born 25 August 1949) is a Welsh novelist"; c) ar wiki saoznek a roe ul lec'h genel faos — gant un dave reizh avat — evit Martin Amis (reizhet eo bet ganin), ha mar sellfes ouzh istor ar bajenn-hont, e welfes e oa lakaet "British novelist" betek nevez 'zo. Ar cheñchamantoù-se (lakaat ul lec'h genel faos, ha cheñch ar "vroadelezh") a zo bet lakaet e kuzh, hep displegañ ar cheñchamantoù; dres evel ma "labourez"-te, da lavaret eo hep reiñ displegadenn ebet gwech ebet.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 19 Mae 2015 da 20:04 (UTC)
- Daou wiki saoznek kontrol an eil d'egile: marteze e c'hallfes kompren n'eo ket ken splann da ali, nag anat d'an holl, ma oarfes petra eo an uvelded? met se a vije kaozeal eus blev war gein un touseg. Kontrol d'ar pezh a rez-te (lakaat "fall" e-lec'h all, ha traoù all c'hoazh) n'an-me ket da hadañ gaou e pevar c'horn ar wikipedia. Bianchi-Bihan (kaozeal) 19 Mae 2015 da 20:43 (UTC)
fall, ac'hac'ha! Displeget em boa ar cheñchamantoù-se evel-henn: «Skouerioù all, dister ha dibouez int evel-just evel ar reoù all, met lakaat a ran anezho diouzhtu hervez doare neptuek perc'henn ar pennad evit diskouez e c'hellan-me ivez bezañ e lakez.» Da zoare "neptu"[3]? Da dagañ da c'hoarzhin evel «Koulskoude e c'haller kavout skouerioù kontrol, nannofisiel,». Petra an diaoul e c'hall bezañ "skouerioù kontrol, nannofisiel"? Petra eo ar saozneg "ofisiel"? hag an hini "nannofisiel" 'ta. N'eus netra a-seurt gant an Académie française evit ar saozneg. Prest out da gontañ n'eus forzh petra war a seblant...--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 19 Mae 2015 da 21:02 (UTC)
- Din ne rez nemet anzav e lakaez reuz en ur pennad, ha mann nemet dre enebiezh ouzh un den all/fall (memestra eo an daoc'her dit war a weler), hag e c'hoarzhez gant ar soñj-se. Arabat dont goude da brezeg holloueziadurouriezh na neptuegezh d'ar re all. Ur fent gwelout e kredez dont amañ da goagal n'eus ket a akademiezh saoz, te an hini a ziskouez en em gemer evit an akademiezh vrezhoneg da-unan. N'a ket da c'halloud pelloc'h eget da skridoù, n'o deus ket ar re all da blegañ dit. Bianchi-Bihan (kaozeal) 19 Mae 2015 da 21:15 (UTC)
- Moarvat e vo blejet adarre eo dizonest an evezhiadenn-mañ, rak an onestiz evel al lorc'h zo dindan ar memes boned amañ ... Gwelomp 'ta.
- N'eo ket doareoù holloueziadurel rik zo gant BBC Kembre... pe gentoc'h gant an hini a skriv war ar bajenn, un den hag en deus un anv, Phil Carradice, hag a gomz en e anv : komz a ra zoken eus prezidanted kembreat SUA: http://www.bbc.co.uk/blogs/wales/entries/86fad734-9b13-39c8-9d4e-a7c6fba30fd5 (d'am meno en deus ankouaet anv Obama). Klaoustre e vefes Kembread dezhañ ivez. Bianchi-Bihan (kaozeal) 20 Mae 2015 da 14:34 (UTC)
Phil Carradice-se a ziskouez bezañ un den tre, anavezet mat en e vro (gwelet: [4]).--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 20 Mae 2015 da 16:42 (UTC)
- Bez e c'haller bezañ Kembread hag un den tre war un dro. Se a ouien ma-unan a bell zo. Nevezentioù all ken souezhus zo c'hoazh ? Bianchi-Bihan (kaozeal) 20 Mae 2015 da 18:17 (UTC)
«Holloueziadurel-rik» ha «stumm neptu»
[kemmañ ar vammenn]Neuze 'ta, «n'eo ket doareoù holloueziadurel rik zo gant BBC Kembre...» hervez Bianchi-Bihan. Gwelomp 'ta neuze petra eo an «doareoù holloueziadurel rik» a ra Bianchi-Bihan ganto er pennad amerikaneg hervez e stumm «neptu», evel ma lavar eñ e-unan, «stumm neptu» lakaet gantañ. Hir e c'hallfe bezañ an traoù, met krogomp gant ar poent-mañ: hervezañ: «E saozneg, ne lar ket Stadunaniz e komzont American (amerikaneg), met saozneg» hag e ra anv eus ar skrivagner Mark Twain. Koulskoude, Mark Twain, en e arnodskrid "Concerning the American Language" (1882) a lavar koulskoude ne gomz nemet amerikaneg ha neket saozneg:
«There was an Englishman in our compartment, and he complimented me on — on what? But you would never guess. He complimented me on my English. He said Americans in general did not speak the English language as correctly as I did. I said I was obliged to him for his compliment, since I knew he meant it for one, but that I was not fairly entitled to it, for I didn't speak English at all, — I only spoke American.»
(Da vezañ kendalc'het)--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 21 Mae 2015 da 09:37 (UTC)
- War a seblant n'anavezez ket fent Mark Twain. Bianchi-Bihan (kaozeal) 21 Mae 2015 da 09:44 (UTC)
Respont kostez evel boaz. Lavaret a raes ne veze ket lavaret American gant an Amerikaned, ha setu ur skouer ha neket gant n'eus forzh piv. Kantadoù a skouerioù a zo ouzhpenn a-hend-all, en tu-hont d'ar menegoù er geriadurioù. Met distroomp da Vark Twain: «The American language is kind of freed up by our literature, by Whitman and by Mark Twain.» (Why Mark Twain Still Matters [5]) pe "Mark Twain shaped our American language" ([6]), met fiziañs am eus e ouii respont kostez c'hoazh en dro-mañ.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 21 Mae 2015 da 10:23 (UTC)
- Lavaret a raes ne veze ket lavaret American gant an Amerikaned,... Sklaer eo ne gomprenez ket pezh a skrivan , neuze n'in ket pelloc'h. Mark Twain a lare ivez : I have traveled more than anyone else, and I have noticed that even the angels speak English with an accent. An aelez ne gomzont ket brezhoneg hervezañ : sklaer eo pa lennan kaozioù tagnous tud zo. Bianchi-Bihan (kaozeal) 21 Mae 2015 da 10:41 (UTC)
Anastazia Kersilzigañ
[kemmañ ar vammenn]Evit ur pennad ken dibouez — ha diezhomm moarvat — eo souezhus pegement he deus c'hwistet "Anastazia Kersilzigañ" evit ma ve «neptu» ar pennad.
- Menegoù: Skarzhet ur skouer tennet eus ar gelaouenn Ya! (reoù all a vefe c'hoazh da venegiñ)
- Geriadurioù: skarzhet meneg eus ur geriadur.
- Radio: skarzhet pep tra.
- Studiadennoù: skarzhet pep tra (un dezenn skol-veur gant Jean-Claude Le Ruyet)
- An implij gant al levraouegerien vrezhonek: skarzhet ar meneg diwar-benn KDSK ([7]]), ha disteraet a-galz an doare da ginnig an traoù evit roll mediaoueg Diwan.
(Da vezañ kendalc'het)--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 21 Mae 2015 da 11:57 (UTC)
- Waf! Evit ur pennad ken dibouez — ha diezhomm moarvat — e rez ur pezh charre!
- Me 'gav, en un holloueziadur, eo ret reiñ deskamant d'an dud, ha lavarout dezho eus pelec'h e teu ar gerioù, ijinet atav gant unan bennak, ha darn ganit. Ha se eo ar pezh a fell dit kuzhat. 'Ar gerioù ne vezont ket ijinet gant embanner ebet met gant ar re a skriv ar pennadoù, na gant Ya pe Hor Yezh, met gant Ivi, Levi, pe Divi.
- Ya n'eo ket un den, ro an anv.
- Ur radio ha ne ra met gant ar galleg war he fajenn a c'haller kaout disfiz anezhi.
- Ali Jean-Claude Le Ruyet zo talvoudus : ken talvoudus eo war ar c'hemm skritur ma rez fae war e evezhiadennoù, rak anez da se e rafes hervez e ali : kemmañ da zoare-skrivañ. Bianchi-Bihan (kaozeal) 21 Mae 2015 da 12:35 (UTC)
War a welan e vezez prest atav da ijinañ reolennoù nevez, hag ober teil gant gwir reolennoù ar Wikipedia. N'eus forzh penaos:
- «Ya[!] n'eo ket un den, ro an anv». FAOS: Trawalc'h e oa klikañ war al liammoù roet evit gwelet an anvioù.
- «Ur radio ha ne ra met gant ar galleg war he fajenn a c'haller kaout disfiz anezhi.» FAOS: [8]
- «Ha se eo ar pezh a fell dit kuzhat.» Ha gant piv e vez kuzhet hag adkuzhet hag adadkuzhet an traoù amañ, daveoù hag all?--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 21 Mae 2015 da 14:35 (UTC)