Mont d’an endalc’had

Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 20, bloaz 2022

Eus Wikipedia

16/05/2022 — 22/05/2022

[kemmañ ar vammenn]
Skrivañ un dra bennak en ugentvet sizhun eus 2022 | An davarn | sizhun a-raoksizhun war-lerc'h

Taxobox Loen

[kemmañ ar vammenn]

Demat, Pa leunier an Taxobox Loen e reer gant ar roadenn « statud= » peurgetket.
« statud=LC » a glot gant « Kudenn ebet (LC) » ha « Spesadoù n'emaint ket en arvar » da skouer (S. o. Todus angustirostris).
Padal, pa reer gant « statud=DD » e lenner « Data deficient (DD) » (S. o. Aegotheles affinis) : da vrezhonekaat marteze ?
Gwellañ soñjoù.--2A01:CB08:8BB7:F100:DB2:2FF7:1BF8:58CA 16 Mae 2022 da 09:28 (UTC)[respont]

(fr) DD  : Données insuffisantes,
(es) Datos insuficientes,
(ca) Dades insuficients,
(nl) Onzeker,
(pt) Dados Deficientes,
(eu) Daturik gabe.--2A01:CB08:8BB7:F100:DB2:2FF7:1BF8:58CA 16 Mae 2022 da 10:46 (UTC)[respont]
OK ez an da sellet ouzh an dra-se. DD diouer a roadoù --Kadwalan (kaozeal) 16 Mae 2022 da 12:07 (UTC)[respont]
Trugarez. 2A01:CB08:8BB7:F100:DB2:2FF7:1BF8:58CA 16 Mae 2022 da 12:14 (UTC)[respont]

Memes kudenn gant Not evaluated (NE), secure SE, Lower risk LR ha kalz adkasoù a vank --Kadwalan (kaozeal) 16 Mae 2022 da 12:07 (UTC)[respont]

Re wir. Renet e veze an traoù-se gant tud hag a zo aet kuit, siwazh.--2A01:CB08:8BB7:F100:DB2:2FF7:1BF8:58CA 16 Mae 2022 da 12:32 (UTC)[respont]
Trugarez ! ul labourat vat kaset da benn ganeoc'h.--2A01:CB08:8BB7:F100:DB2:2FF7:1BF8:58CA 16 Mae 2022 da 13:37 (UTC)[respont]
Trugarez dit. Kudennoù a chom 'm eus aon hag emaon o sellet ouzh an dra-se. Seblantout a ra din ez eus fazioù all pe disoñjadennoù all er patrom. --Kadwalan (kaozeal) 16 Mae 2022 da 13:44 (UTC)[respont]
Normal eo, siwazh. N'eus deuet den ebet d'ober war-dro abaoe pell amzer. 2A01:CB08:8BB7:F100:DB2:2FF7:1BF8:58CA 16 Mae 2022 da 13:50 (UTC)[respont]

@Kadwalan: Mont a ra en-dro mat-tre gant ar spesad Aegotheles tatei.--2A01:CB08:8BB7:F100:AD9E:924:7D95:4F24 19 Mae 2022 da 13:12 (UTC)[respont]

Dispar ! Kadwalan (kaozeal) 19 Mae 2022 da 13:20 (UTC)[respont]

Salud, Un dra iskis a c'hoarvez er pennad-mañ.
Ul luc'hskeudenn — « Gwendolen Harleth.jpg » — a c'heller gwelout ennañ :

Gwendolen Harleth taolennet en ur film.


Koulskoude, ne glot tamm ebet gant an hini a gaver e Wikimedia Commons :
[Commons] !
A galon.--2A01:CB08:8BB7:F100:9111:1036:D7B9:CD6 17 Mae 2022 da 12:07 (UTC)[respont]

Ne glot ket peogwir emañ ar skeudenn a weler amañ e touesk restroù Wikipedia, n’emañ ket e Commons. Gwelloc’h eo ober gant Commons pa vez posubl. Huñvreüs (kaozeal) 17 Mae 2022 da 12:18 (UTC)[respont]
Trugarez, Petra zo d'ober neuze, d'ho soñj ?--2A01:CB08:8BB7:F100:9111:1036:D7B9:CD6 17 Mae 2022 da 12:22 (UTC)[respont]
Tennet eo ar skeudenn eus ur film aozet gant Walter Courtney Rowden, marv e 1953 hervez IMDB. Evit bezañ aotreet da embann skeudennoù eus ar seurt-se e rank ar film bezañ bet aozet gant tud (filmaozer, skridaozer, hag all) marv abaoe 70 bloaz d’an nebeutañ. Neuze, ne chom nemet diverkañ ar skeudenn. Aet on da welout skeudennoù ar wiki, ha kalz re all a zo da ziverkañ evit ar memes abeg. Huñvreüs (kaozeal) 17 Mae 2022 da 14:08 (UTC)[respont]
Pe lezel an traoù evel m'emaint evit poent ha kemmañ/resisaat alc'hwez ar skeudenn ?--2A01:CB08:8BB7:F100:9111:1036:D7B9:CD6 17 Mae 2022 da 14:41 (UTC)[respont]
Faziet e oan, aozet eo bet ar film kalz diwezhatoc’h e gwirionez. Arabat ober gant skeudennoù (pe traoù all) miret o gwirioù. Huñvreüs (kaozeal) 17 Mae 2022 da 15:41 (UTC)[respont]
Pajennoù skannet hep aotre, skeudennoù tennet eus oberennoù miret o gwirioù… Mat e vefe naetaat marchosioù Augeias, met ne vo ket graet hiziv. Da nebeutañ e vo ret ober gant Commons bremañ, war-bouez evit restroù hep gwirioù (evel ar skeudennoù skramm am eus graet). Huñvreüs (kaozeal) 22 Mae 2022 da 07:48 (UTC)[respont]
Salud, Evit bezañ sklaer : 'maomp 'vont da lemel ar restr a zo er pennad evit poent ha lakaat hini Commons en he flas. 2A01:CB08:8BB7:F100:2C1D:C0DD:86E8:6BA0 22 Mae 2022 da 08:26 (UTC)[respont]
Tro wenn ! n'omp ket deuet a-benn d'ober gant restr Wikimedia Commons (Gwendolen Harleth.jpg).--2A01:CB08:8BB7:F100:E5EC:413E:36E8:A7B2 22 Mae 2022 da 09:02 (UTC)[respont]
Diverket am eus ar restr-mañ. Chom a ra nouspet re all gant kudennoù a wirioù, met ne c’hellan ket ober war-dro an holl. Tud zo amañ a glask naetaat ar wiki tamm ha tamm: lakaat restroù eus Commons e lec’h ar re a zeu eus ar wiki, ha diverkañ re ar wiki, zo un dra vat da ober. Huñvreüs (kaozeal) 22 Mae 2022 da 17:39 (UTC)[respont]
  1. Ne glot ket ar pennad gant ar reolennoù envel-pennadoù.
  2. Savet fall eo .

Bianchi-Bihanig (kaozeal) 19 Mae 2022 da 07:41 (UTC)[respont]

Gwir eo. Mat e vefe nullañ anezhañ da'm soñj. Ouzhpenn-se e c'hallfemp lakaat un darn eus an danvez er pennad Reizh (yezhoniezh), gwall skort e-unan--Kadwalan (kaozeal) 21 Mae 2022 da 13:20 (UTC)[respont]
Gallout a ra stummoù eus Ar furm wregel e brezhoneg bezañ kendeuzet en istor Reizh (yezhoniezh). A-du on evit kendeuziñ, ha diverkañ Ar furm wregel e brezhoneg, goude bezañ lakaet kement danvez a fell deoc’h derc’hel e Reizh (yezhoniezh). Huñvreüs (kaozeal) 22 Mae 2022 da 07:58 (UTC)[respont]

Kendivizoù reolata/Anvioù divoutin gresianek kozh ha modern

[kemmañ ar vammenn]

Demat, Ur goulenn : ha bez' 'zo eus ar c'hendivizoù-se c'hoazh ? A galon.--2A01:CB08:8BB7:F100:296F:626E:6005:DDF3 21 Mae 2022 da 17:18 (UTC)[respont]

evel-just--Kadwalan (kaozeal) 21 Mae 2022 da 17:58 (UTC)[respont]