Mont d’an endalc’had

Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 20, bloaz 2013

Eus Wikipedia

13/05/2013 — 19/05/2013

[kemmañ ar vammenn]
Skrivañ un dra bennak en ugentvet sizhun eus 2013 | An davarn | sizhun a-raoksizhun war-lerc'h

Un toullad evned zo bet lakaet o anvioù Amazon betek-hen. Amazon eo e saozneg, Amazona, e spagnoleg, hag ur ger Amazonenn zo e brezhoneg. Perak ober gant ur ger all? Ma c'haller goulenn? Bianchi-Bihan (kaozeal) 24 Mae 2013 da 16:29 (UTC)[respont]

Dont a ra an anv eus "Peroked an Amazon" (Amazon parrot e saozneg, Amazonenpapagaien en alamaneg, h.a.), ha neket eus ar plac'h vojennel.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 24 Mae 2013 da 17:23 (UTC)[respont]

Goude an tamm displegadenn-mañ ne chom nemet lakaat an Amazon beg du (Amazon renadenn anv, keta?) da vezañ beg du an Amazon, keta? ‎
Klask kompren a ran. Lakaet eo bet an diforc'h (met gant piv?) neuze etre

aes kompren perak. Koulskoude, nag en spagnoleg, nag en saozneg nag en galleg n'eus diforc'h ebet: es:Amazona; en:Amazon, fr:Amazone. Memes ger d'ar vrezelourez kozh evel d'an evn. Evel-just n'eo ket ret heuliañ skouer ar yezhoù all. War a seblant ez eus krouet ur ger nevez: amazon (abeg ebet da lakaat ur bennlizherenn d'un anv-boutin), liester amazoned. Mat. Taolmouezhiet war ar silabenn eil diwezhañ? A'ma:zon? Bianchi-Bihan (kaozeal) 24 Mae 2013 da 19:14 (UTC)[respont]

Neuze eo ret kaout abeg ivez e Labrador (ki), Chihuahua (ki), Roquefort (keuz)...--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 25 Mae 2013 da 10:23 (UTC)[respont]