Mont d’an endalc’had

Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 18, bloaz 2020

Eus Wikipedia

27/04/2020 — 03/05/2020

[kemmañ ar vammenn]
Skrivañ un dra bennak er driwec'hvet sizhunvezh eus 2020 | An davarn | sizhun a-raoksizhun war-lerc'h

Keleier eus ar roñfled

[kemmañ ar vammenn]

Tennet e oa bet ar c'heloù eus marv Erwan Evenou gant un IP dec'h. Bianchi-Bihan (kaozeal) 27 Ebr 2020 da 06:54 (UTC)[respont]

IPoù zo a blij dezho lakaat reolennoù d'ar re all: https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Implijer%3ALekemok&type=revision&diff=1872892&oldid=1872891. Heuliañ hini ne rafent o-unan. Seurt tud n'int ket evit kompren eo graet an difaziañ evit en em sikour, pa gustumont ober se mann nemet evit harellat an dud. Bianchi-Bihan (kaozeal) 27 Ebr 2020 da 12:11 (UTC)[respont]

Hareller istorel

[kemmañ ar vammenn]

Harellat ? N'eus ket par dit war an dachenn-se, cf. Trec'hlid mitonet, Prieladkozh hag all. Lekemok en deus lakaet e anv da vout merour, setu emaout krog d'e harellat ; pazenn gentañ : reizhañ e vrezhoneg, da ziskouez piv eo ar mestr. Anavezet eo da zoareoù. Lezet e vo Lekemok da zivizout ha gwarezet e vo e bajenn implijer pe get. --90.32.240.189 27 Ebr 2020 da 12:41 (UTC)[respont]

  1. Un dra zo sur, an IPoù n'o deus mann d'ober e pajennoù an implijerien.
  2. ... reizhañ e vrezhoneg, da ziskouez piv eo ar mestr, emezañ. O komz eus da oberoù emaout? Te hag a lavar reizhañ eus harellat, a gred e vez graet heñvel gant ar re all? Te hag a zo oc'h ober da vrezel personel em fennadoù abaoe ouzhpenn 6 vloaz ? Soñj 'peus eus da sorodennoù ? *https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Muskildi&type=revision&diff=1556536&oldid=1556497. N'ouspet dek gwech out bet o lakaat reuz mann nemet abalamour da se. Hag ouzhpenn kant abalamour da draoùigoù all a felle dit lakaat da fazioù. Bianchi-Bihan (kaozeal) 27 Ebr 2020 da 13:26 (UTC)[respont]
  3. Evurus out gant da zismegañs ouzh an emsaverien istorel : https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Wikipedia:Kumuniezh/An_davarn/sizhunvezh_17,_bloaz_2020&diff=prev&oldid=1872637. Arabat dont da gomz eus doujañs ouzh den gant un taol vil evel hennezh.

Bianchi-Bihan (kaozeal) 27 Ebr 2020 da 13:34 (UTC)[respont]

Heugus e kavan ar c'hemmoù degaset e pajenn an davarn : 1 ha 2. Diverkañ ar c'heloù eus marv Erwan Evenou, ha lakaat en e lec'h ur c'heloù faos diwar-benn un den genidik eus Aljeria eñ ivez, met gantañ soñjoù disheñvel-naet diouzh re Erwan Evenou. --Hans Abherve (kaozeal) 27 Ebr 2020 da 14:44 (UTC)[respont]

Ken heugus all e vo kavet gant tud Erwan moarvat. Bianchi-Bihan (kaozeal) 27 Ebr 2020 da 15:04 (UTC)[respont]