Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 15, bloaz 2010
12/04/2010 — 18/04/2010
Traoù a-dreuz gant al liammoù. Marteze e c'halljed gwellaat ar yezh anezho kement hag ober? Piv a ra gant "selaou ouzh"? Aotrounez merourien , selaouit ouzh ma fedenn (Kantik da wikipediñ). Bianchi-Bihan 14 Ebr 2010 da 02:24 (UTC)
- Tennet "ouzh" ganin. --Ex-Smith 14 Ebr 2010 da 18:31 (UTC)
- Peseurt liammoù 'zo a-dreuz ? --Y-M D (kaozeal) 14 Ebr 2010 da 22:16 (UTC)
- Gant pezh a dlefemp klevout ha ne glevomp ket. E-lec'h Kudennoù evit selaou an teul? e c'houlennan lakaat: Diaes deoc'h klevout? Bianchi-Bihan 21 Ebr 2010 da 02:36 (UTC)
- Peseurt liammoù 'zo a-dreuz ? --Y-M D (kaozeal) 14 Ebr 2010 da 22:16 (UTC)
Aktor/aktour(ez)?
[kemmañ ar vammenn]En hor wiki-ni e kaver rummadoù diazezet war ar ger aktour(ez), met e lec'hienn Ofis ar brezhoneg hag e geriadur Favereau hag e hini Hemon-Huon (Al Liamm-An Here) e kaver aktor(ez). --Ex-Smith 14 Ebr 2010 da 13:00 (UTC)
- Eus pelec'h e teufe aktour neuze?--Gwendal 14 Ebr 2010 da 13:35 (UTC)
- Tamm mennozh ebet. Ar Glev ha Vallée a ginnig c'hoarier. --Ex-Smith 14 Ebr 2010 da 13:40 (UTC)
- "Aktour" eo ar stumm a glever ar muiañ er radio, a gav din, hag a vez implijet gant C'hoariva, Dizale... hag er c'hinnigoù labour (evel amañ [1]). "Aktour" a lennan ivez dindan bluenn hor c'hamarad Ex-Smith amañ ([2]). --Llydawr 14 Ebr 2010 da 16:14 (UTC)
- Ya, d'ar mare-se ne oan ket ken desket ha bremañ. Gwir eo e klever "aktour(ez)" er chadennoù skingomz brezhonek. --Ex-Smith 14 Ebr 2010 da 18:31 (UTC)
- Aktor abalamour ma voe darempredet an Actor's studio gant Hemon ha Favereau moarc'hat. Mar deo bev ha savet reizh ar ger aktour(ien) emañ e lec'h er wikipedia, evel aktor(ed), hag evel medisin, medisinour ha mezeg. Bianchi-Bihan 17 Ebr 2010 da 21:35 (UTC)
- Ya, d'ar mare-se ne oan ket ken desket ha bremañ. Gwir eo e klever "aktour(ez)" er chadennoù skingomz brezhonek. --Ex-Smith 14 Ebr 2010 da 18:31 (UTC)
- "Aktour" eo ar stumm a glever ar muiañ er radio, a gav din, hag a vez implijet gant C'hoariva, Dizale... hag er c'hinnigoù labour (evel amañ [1]). "Aktour" a lennan ivez dindan bluenn hor c'hamarad Ex-Smith amañ ([2]). --Llydawr 14 Ebr 2010 da 16:14 (UTC)
- Tamm mennozh ebet. Ar Glev ha Vallée a ginnig c'hoarier. --Ex-Smith 14 Ebr 2010 da 13:40 (UTC)
Patrom Istor_Breizh
[kemmañ ar vammenn]Hag-eñ e vefe unan bennak evit lâret din pelec'h kavout ar patrom 'IstorBreizh' a weler er pennad-mañ da skouer Istor_Breizh) ((Taolenn a-gleiz) a-benn nevesaat anezhañ ? Trugarez. --Matilin 14 Ebr 2010 da 13:26 (UTC)
- Ya, amañ.--Gwendal 14 Ebr 2010 da 13:33 (UTC)
- Sell 'ta, ken aes ha tra. Trugarez dit. --Matilin 14 Ebr 2010 da 13:36 (UTC)
Pierrette Kermoal
[kemmañ ar vammenn]Diverket eo bet ar pennad gant unan eus hor c'henlabourerien, gant an displegadenn "Ne fell ket dezhi bezañ e Wikipedia ! GK" war ar bajenn Kaozeal:Pierrette_Kermoal. Petra a soñj an dud ? Ha petra ober en un degouezh evel-se ? --Llydawr 14 Ebr 2010 da 19:49 (UTC)
- Ar wech kentañ eo e c'hoarvezfe? --Ex-Smith 14 Ebr 2010 da 20:00 (UTC)
- Din n'eo ket splann e c'hell un den dibab peseurt titouroù a vo lakaet diwar e benn, met n'ouzon ket pehini eo ar reolenn (ma 'z eus unan). --Y-M D (kaozeal) 14 Ebr 2010 da 22:15 (UTC)
- Pa vezer skrivagner hag embanner e vezer un "den publik" e mod pe vod. Neuze ne gav ket din e c'heller skarzhañ kement tra diwar-benn unan bennak. Roll al levrioù skrivet ganti, hag an titouroù diazez (evel renez Aber, h.a.) a rank bezañ miret a gav din.--Trec'hlid mitonet 16 Ebr 2010 da 09:04 (UTC)
- A-du gant Trec'hlid mitonet.--Gwendal 16 Ebr 2010 da 11:47 (UTC)
- Goude bezañ klasket er genrouedad n'em eus kavet roud ebet eus un degouezh evel-se. A-du ivez gant Trec'hlid mitonet. --Ex-Smith 16 Ebr 2010 da 11:59 (UTC)
- A-du gant Trec'hlid mitonet.--Gwendal 16 Ebr 2010 da 11:47 (UTC)
- Pa vezer skrivagner hag embanner e vezer un "den publik" e mod pe vod. Neuze ne gav ket din e c'heller skarzhañ kement tra diwar-benn unan bennak. Roll al levrioù skrivet ganti, hag an titouroù diazez (evel renez Aber, h.a.) a rank bezañ miret a gav din.--Trec'hlid mitonet 16 Ebr 2010 da 09:04 (UTC)
- Din n'eo ket splann e c'hell un den dibab peseurt titouroù a vo lakaet diwar e benn, met n'ouzon ket pehini eo ar reolenn (ma 'z eus unan). --Y-M D (kaozeal) 14 Ebr 2010 da 22:15 (UTC)
Koulskoude ez eus bet tammoù traoù evel-se er wiki gallek:
- lod o c'houlenn ma vije diverket traoù zo evel fr:Bernard Le Nail,
- lod o tiwall pennadoù zo da virout ne vije kontet ger drouk ebet, evel e fr:Françoise Morvan
- lod o lakaat diverkañ pennadoù zo, evel fr:Pierrick Le Guennec, fr:Discussion:Frédéric Beck/Suppression.
Hervez ar reolennoù, pezh zo skrivet amañ n'eo ket da GK na da PK, met d'an holl. Ma c'haller sevel pennadoù-kaoz e skingomz pe skinwel db un den n'eus abeg ebet ne vije ket lakaet er wikipedia ivez. Ma ne blij ket an danvez dezho e c'hallont kemer perzh e labour kempenn ar pennad. Se zo kaoz e c'houlennan digant ar verourien adsevel ar pennad, deomp holl d'e gempenn. Bianchi-Bihan 17 Ebr 2010 da 22:34 (UTC)
Treiñ
[kemmañ ar vammenn]Unan bennak a oar penaos lavarout sépharade e brezhoneg? --Ex-Smith 14 Ebr 2010 da 20:19 (UTC)
- Sefarad(ed) eo ar ger a lennan er pennad-mañ : Yuzevegezh. --Matilin 16 Ebr 2010 da 21:23 (UTC)
N'eus ket nemeur a bennadoù douaroniezh, ha ne gredan ket e vent gwall sklaer atav. Un tamm kemm moarvat zo etre kab ha beg-douar, bae ha pleg-mor, ha re all. Dre vras e klot "cap" gant "kab", met ne vez ket gwir dalc'hmat. Neuze, ma fazian, moarvat e teuy unan bennak da reizhañ.
- Cap de la chèvre : Beg Penn ar Roz
- Cap Sizun: Kab Sizhun
- Pointe du Raz: Beg ar Raz Bianchi-Bihan 17 Ebr 2010 da 15:36 (UTC)
Diskan hollvrudet
[kemmañ ar vammenn][3] --Ex-Smith 17 Ebr 2010 da 15:45 (UTC)
- "Aet on di" zo brezhoneg iskis. Pasianted! Un deiz e vo ur pennad db hon wiki-ni e blog ar Bouroudig. Bianchi-Bihan 17 Ebr 2010 da 15:52 (UTC)
- Re poaniuz (sic), Hag zo (sic), leun a geriou (sic)... Gwir eo n'eo ket sur e vefe kavet seurt brezhoneg war Wiki brezhonek.--Trec'hlid mitonet 17 Ebr 2010 da 16:35 (UTC)
- Se ne gredfen ket lavarout. Bianchi-Bihan 17 Ebr 2010 da 16:37 (UTC)
- Farsus eo. Bet eo an hini a gav dezhañ e vez lazhet ar brezhoneg gant ar re a ra gantañ betek amañ war a seblant [4]. Neuze 'ta, mard emañ o klask gwellaat e vrezhoneg: Aed on di meur a wech (sic), ‘zo c'hoaz (sic)...--Trec'hlid mitonet 18 Ebr 2010 da 16:09 (UTC)
- Se ne gredfen ket lavarout. Bianchi-Bihan 17 Ebr 2010 da 16:37 (UTC)
- Re poaniuz (sic), Hag zo (sic), leun a geriou (sic)... Gwir eo n'eo ket sur e vefe kavet seurt brezhoneg war Wiki brezhonek.--Trec'hlid mitonet 17 Ebr 2010 da 16:35 (UTC)
- Ma klasker gant Google e tegouezher en ur forom db ar brezhoneg ([[5]]), savet gant hon mignon nevez (pe gant ur c'hamarad dezhañ kentoc'h); o chom emañ e Brazil ha jubennour eo e Jaboatão dos Guararapes. Bianchi-Bihan 20 Ebr 2010 da 03:10 (UTC)
- A! an hini a zo kiriek da varv foromoù Kervarker.--Trec'hlid mitonet 20 Ebr 2010 da 08:09 (UTC)
- Me grede e oa echu foromoù Kervarker peogwir n'en doa ket amzer ar mestr d'ober war-dro e stal ken?Bianchi-Bihan 20 Ebr 2010 da 09:43 (UTC)
- Sell amañ [6] ha «Sans compter que les personnes indélicatement attaquées (toutes par le même uluberlu, qui se reconnaîtra, et qui reste toxique même après son départ, les archives étant polluées en maints endroits que je suis las de traquer)».--Trec'hlid mitonet 20 Ebr 2010 da 11:54 (UTC)
- Me grede e oa echu foromoù Kervarker peogwir n'en doa ket amzer ar mestr d'ober war-dro e stal ken?Bianchi-Bihan 20 Ebr 2010 da 09:43 (UTC)
- A! an hini a zo kiriek da varv foromoù Kervarker.--Trec'hlid mitonet 20 Ebr 2010 da 08:09 (UTC)
- Hervez a gomprenan ez eus kaoz amañ eus ub troet gant yezh Preder hag a yae da gontañ droug db tud KEAV, hag a c'hallje bezañ unan bennak kar a spered (pe a gorf) d'ar Meven bet o c'hoari dre amañ ivez. Ne gredan ket e vije tra da welout gant hon jj, jubennour Jaboatão, a sav a-enep d'ar c'hembraekadurioù. Bianchi-Bihan 20 Ebr 2010 da 13:36 (UTC)
- Ma'm eus soñj mat e oa bet bec'h ivez gant Froud (gouennelouriezh, & Co).--Trec'hlid mitonet 20 Ebr 2010 da 15:52 (UTC)
Kinnig a rafen a-walc'h ar rummad da zistruj. Bianchi-Bihan 17 Ebr 2010 da 17:50 (UTC)
- Goude gwelout e oa an holl a-du a-unvouezh em eus goulennet distruj ur rummad a gavan peurzidalvoud. Bianchi-Bihan 20 Ebr 2010 da 03:03 (UTC)