Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 07 bloaz 2010
15/02/2010 — 21/02/2010
Bannieloù
[kemmañ ar vammenn]Ar re a gar c'hoari gant bannieloù a gavo plijadur er pennadoù Santa Fe, San Pedro, São Pedro, hag e-leizh a re all. A-benn 5 munut e stagin gant San Salvador. Bianchi-Bihan 15 C'hwe 2010 da 18:32 (UTC). Fazi: Salvador ha San Salvador zo bet graet dija. Bianchi-Bihan 15 C'hwe 2010 da 18:37 (UTC)
- Patrom:Guiné-Bisau a vank er pennad Formosa. Ma n'eus tamm kenlabour ebet evit se e kenlabourin ganin. Bianchi-Bihan 15 C'hwe 2010 da 18:49 (UTC)
- Kenlabourerien a zo evel-just. Emaon o vont d'ober war-dro Patrom:Guiné-Bisau hag afer ar bannieloù neuze. --Y-M D 15 C'hwe 2010 da 19:10 (UTC)
- Trugarekaat. Bannieloù adarre er pennad Mendoza. Bianchi-Bihan 15 C'hwe 2010 da 19:13 (UTC)
- Setu graet pep tra ganin a gav din. Ma kavoc'h re all e vin plijet o sikour evel ma c'hellan. A galon --Y-M D 15 C'hwe 2010 da 21:35 (UTC)
Bannieloù adarre e Saint Peter. Bianchi-Bihan 16 C'hwe 2010 da 03:56 (UTC)
- Amañ ivez.--Gwendal 16 C'hwe 2010 da 10:01 (UTC)
- Ma rafe pep hini e damm ez afe buanoc'h. Bianchi-Bihan 16 C'hwe 2010 da 10:28 (UTC)
- Pep hini ya.--Gwendal 16 C'hwe 2010 da 12:40 (UTC)
- Ma rafe pep hini e damm ez afe buanoc'h. Bianchi-Bihan 16 C'hwe 2010 da 10:28 (UTC)
Digejañ ==> Disheñvelout
[kemmañ ar vammenn]Kroget on d'ober war-dro adenvel ar pennadoù en o zitl ar ger digejañ a-benn lakaat disheñvelout e plas.
C'hoant am eus bezañ sur neuze ez eo reizh ar pezh a ran.
Ha tud 'zo a gavfe dezho eo arabat en ober ? Trugarez --Y-M D 16 C'hwe 2010 da 13:55 (UTC)
- Mat e rez.--Gwendal 16 C'hwe 2010 da 14:02 (UTC)
Ur goulenn yezhadur
[kemmañ ar vammenn]Ha posubl e vefe d'an den a garr displegañ din an diforc'h a dalvoudegezh hag a implij a vez etre lakaat "ez" pe "ezh" e fin ur ger. Skouer : renerez ha renerezh (pe unan all)
Displeget ez eus bet din dija met n'on ket re sur ken ha n'am befe ket c'hoant faziañ. Trugarez bras d'ar re am sikouro. --Y-M D (kaozeal) 17 C'hwe 2010 da 17:45 (UTC)
- Ar renerez a zo ar plac'h a ren, ar renerezh a zo an hini pe an dud o deus ar galloud reniñ. Ur rener(ez) a ra war-dro ar renerezh. Ma ne fazian ket.--Gwendal 17 C'hwe 2010 da 17:50 (UTC)
- Ma 'm eus komprenet mat ez eo ret implijout "ez" pa 'vez kaoz eus ur vaouez a ra tra pe dra. Skouer : baraerez, sekretourez ==> ar vaouez a ra al labour-se. --Y-M D (kaozeal) 17 C'hwe 2010 da 17:54 (UTC)
- Ya, dres.--Gwendal 17 C'hwe 2010 da 17:54 (UTC)
- D'am soñj e kaver kement-se e pep geriadur hag er wikigeriadur ivez. Iskis eo (ha nec'hus) ne vije ket kavet tud da zisplegañ kemen-se e liseoù Diwan. Buan ha buan:
- ur rener eo ar paotr a ren, ur renerez ar plac'h a ra kemend-all;
- ar renerezh (ken gourel hag ar politikerezh) eo an arz pe an ober a ra an daou zen-se. Bianchi-Bihan 17 C'hwe 2010 da 17:59 (UTC)
- D'am soñj e kaver kement-se e pep geriadur hag er wikigeriadur ivez. Iskis eo (ha nec'hus) ne vije ket kavet tud da zisplegañ kemen-se e liseoù Diwan. Buan ha buan:
- Ya, dres.--Gwendal 17 C'hwe 2010 da 17:54 (UTC)
- Ma 'm eus komprenet mat ez eo ret implijout "ez" pa 'vez kaoz eus ur vaouez a ra tra pe dra. Skouer : baraerez, sekretourez ==> ar vaouez a ra al labour-se. --Y-M D (kaozeal) 17 C'hwe 2010 da 17:54 (UTC)
Respontoù er wikigeriadur
[kemmañ ar vammenn]Un toulladig traoù zo er wikigeriadur, ret eo krediñ mont da glask:
Hag ar pezh n'emañ ket a c'haller lakaat. Mat eo soñjal lakaat un ezhomm personel e servij an holl. Bianchi-Bihan 17 C'hwe 2010 da 18:03 (UTC)
Kemmet em eus ar patrom un disterig : ra daolo evezh an den pe zaou a ra ganto. Bianchi-Bihan 18 C'hwe 2010 da 09:11 (UTC)
- Ur c'hinnig ouzhpenn am eus graet. --Y-M D (kaozeal) 18 C'hwe 2010 da 11:02 (UTC)
Wikimedia edit counter, 1 Billion milestone
[kemmañ ar vammenn]Hi. Please, can you help me translating this tool into brezhoneg? (Follow the "Translate it!" link). Thanks. Emijrp 18 C'hwe 2010 da 21:25 (UTC)
Moneiz
[kemmañ ar vammenn]Penaos e c'haller ober gant ur rummad moneizioù istorel (Rummad:Moneizioù istorel) hag e lakaat en ur rummad moneizoù (Rummad:Moneizoù) ? Un tamm poell zo da lakaat. Bianchi-Bihan 19 C'hwe 2010 da 12:18 (UTC)
- Ma kar ur merour mont da welout: Kaozeadenn Rummad:Moneizioù istorel. Me ne ran forzh ebet. Bianchi-Bihan 19 C'hwe 2010 da 18:34 (UTC)