Mont d’an endalc’had

Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 07 bloaz 2008

Eus Wikipedia

11/02/2008 — 17/02/2008

skrivañ un dra bennak er seizhvet sizhun eus 2008 | An davarn | sizhun a-raoksizhun war-lerc'h

Ha klevet hoc'h eus ur wezh bennak ar pezh a soñj an dud m'eo graet ar wikipedia evito da gentañ penn, da lavaret eo ar skolidi hag an deskidi war glask danvez evit ur brezegenn bennak o deus da aozañ ? Graet am boa bruderezh d'ar wikipedia brezhonek er skol Diwan ma ya ma bugale enni ; na pet gwezh dibaoe am eus klevet an dipitet ma oa an dud kavet ganto ur bajenn vrezhonek damc'houllo, padal ar bajenn c'hallek kevatal a oa dereat he endalc'had. Ar seurt brud-se, ur wezh m'eo bet tapet, a zo diaes-spontus kaout an dizober anezhi.

Ha re wir eo, un niver digredus a bajennoù a zo bet boulc'het (a-wezhioù war dodennoù a zedenn nebeut-tre a dud) hag a chom e-skourr hep bezañ morse astennet. Er c'heit-se e chom treut ar geusteurenn gant pennadoù diazez, evel lakaomp ar 27 stad eus Unaniezh Europa. Dres pa 'm boa klevet e oa dister an hini war-benn Slovakia am eus graet ma soñj labourat warni en doare ma vefe un tamm dereatoc'h.

Un iskis a bal eo klask tizhout an 20 000 pennad kousto pe gousto, ha pa rankfe chom treut-gagn ar bras eus ar pennadoù-se, gant ar riskl da goll Yann Lenner evit brasañ gounid ar wikipedia gallek. Din-me e vije gwell cheñch penn d'ar vazh, ha bezañ muioc'h e chal gant perzhded ar pennadoù eget gant o niver.

Setu perak ez eo a-bouez garedoniñ ar pennadoù-se a zo korfet un disterañ, kement ha rein kalon d'ar re a striv evit degas danvez enno en doare d'o lakaat a-live gant ar re a gaver er yezhoù « bras ». N'eus ken teuler ur sell ouzh ar pennadoù kinniget, ha reiñ ho soñj war o divout.

A galon, Jañ-Mai 13 C'hwe 2008 da 14:36 (UTC)[respont]

A-du da 100%. Na gomprenan ket kennebeut perak ne ya ket an dud da reiñ o alioù war ar pajennoù pennadoù eus an dibab ha pennadoù mat. Dipitus eo da vat. Pouezus eo d'am soñj lakaat war well ha war enor ar gwir pennadoù holloueziadurel: n'int ket niverus, met bez ez eus anezho memestra. Benoni (Kaozeadenn) 13 C'hwe 2008 da 21:55 (UTC)[respont]
  • N'on ket enep ur gaoz war an traoù-se, met gallout a ra mont pell, ha gwall bell zoken.
  • Ha soñjal a ra an dud a skriv pennadoù en dud m'eo graet ar wikipedia evito da gentañ penn, da lavaret eo ar skolidi hag an deskidi war glask danvez evit ur brezegenn bennak o deus da aozañ? N'on ket sur, pe neuze ne skrivjent ket pennadoù diwar-benn traoù zo, evel ***, pe ***, met kentoc'h diwar-benn ar programoù skol. D'am soñj ne vije ket fall labourat muioc'h diouzh se, kement ha gwelout, lakaat ar gaoz war se am eus klasket ober, met n'on ket sur e plijfe da galz tud. Mat e vije gwelout dek den o labourat war Europa. Penaos ober? Piv e vint?
  • An dud m'eo graet ar wikipedia evito da gentañ penn zo evel an dud eo graet Diwan evito da gentañ penn: mont a reont da lec'h all pa ne gavont ket pezh a c'hoantaont e-barzh ar stal. Diaes eo lavarout dezho petra ober, ha penaos ober. Tud zo a glask keleier, deskadurezh, ha ne vern ar yezh dezho.
  • Ar wikipedia brezhonek n'eo ket evel ar re vras, gant 200 000 pennad, pe 500 000, ha mankout a ra kalz traoù: pep hini a c'hall degas e damm. Skolidi zoken. N'on ket sur e reont.
  • Lenn a ran:
    • Din-me e vije gwell cheñch penn d'ar vazh, ha bezañ muioc'h e chal gant perzhded ar pennadoù eget gant o niver. A-du a-walc'h e vijen. Evit-se zo ezhomm tud. Ha leuskel anezho da labourat.
    • A-wechoù e welan lod muioc'h e chal gant traoù mil bell diouzh an holloueziadurezh, hag evel-just, diouzh ar sevel pennadoù. Neuze e soñjan eveldout: Din-me e vije gwell cheñch penn d'ar vazh. Da c'hortoz, e labouran. Pa c'hallan. Bianchi-Bihan 14 C'hwe 2008 da 04:15 (UTC)[respont]
Eus un tu e komprenan eo dipitus pa ne gaver ket trawalc'h a danvez, met eus un tu all, n'eo ket prest c'hoazh ar wiki brezhonek tostaat ouzh fonnusted ar wiki gallek. Koulskoude n'eus ket da geñveriañ re an daou wiki p'eo diaes d'ar skolidi tennañ frouezh eus ar wiki gallek : evit ur bugel pe ur c'hrennard eo un torr-penn treiñ ar galleg evit labourat e brezhoneg.
Setu perak un dra eus ar c'hentañ eo heuliañ dre vras ar programmoù-skol hag unan eus ar roudoù pennañ evit labourat amañ (met ne c'heller ket rediañ an dud d'e ober).
Mat eo broudañ ar skolidi hag ar grennarded mont da welout ma 'z eus traoù a-bouez er wiki, met mallusoc'h eo broudañ an dud desket sevel pennadoù war bep seurt danvez. N'eo ket grevus ma 'z eus pennadoù damc'houllo : leuniet e vint 'benn bloavezhioù. Ar pezh a zo direizh a vo divanket. Bezomp habask ha labouromp gant ur spered efedusted. --Ch. Rogel 17 C'hwe 2008 da 01:10 (UTC)[respont]
Ya, met d'am soñj n'eo ket amañ emañ an dalc'h: pep hini a rank kemer plijadur o labourat war wikipedia, hag alese labourat war ar pezh a blij dezho (a zoken labourat war pajennoù na vo biken lennet na gwellaet gant tud all, gant ma vo holloueziadurel evel-just). Ma n'eo ket laouen ul lenner, n'en deus nemet un diskoulm: sevel eñ e unan ar pajennoù en defe bet c'hoant kavout war wikipedia, e plas klemm na gav ket ar pezh a fell dezhañ. Daoust da se ez eus pennadoù holloueziadurel ha a-feson war wikipedia. Pas kalz siwazh. Met pouezus meurbet eo o renabliñ, hag evit-se e gav din eo pouezus votiñ war ar pajennoù-mañ evit lakaat war well ar pennadoù mat hag ar re eus an dibab: pennadoù eus an dibab ha pennadoù mat. Trugarez eta d'ar re a soñj eo ar perzh gwelloc'h eget an niver mont da votiñ, kinnig pennadoù ouzhpenn, hag all. Ur pal? Kaout 1% eus hon pennadoù renablet e pep rummad, evel war ar wikipediaoù all. Benoni (Kaozeadenn) 17 C'hwe 2008 da 13:17 (UTC)[respont]