Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 01, bloaz 2024
01/01/2024 — 07/01/2024
[kemmañ ar vammenn]Hetoù 2024
[kemmañ ar vammenn]Evit ar bloaz nevez e hetan d’ar wiki bezañ krouet pennadoù, pe c’hoazh klokaet pennadoù a zo dija, war sujedoù holloueziadurel, gant daveoù resis meneget mat, alc’hwezioù urzhiañ (DEFAULTSORT) ha rummadoù. Bloavezh mat! Huñvreüs (kaozeal) 1 Gen 2024 da 15:47 (UTC)
- Pegen madelezhus goulenn o ali digant al labourerien! Abaoe ur pennad e welan unan bennak o skoilhañ ouzh ma labour ... Hiriv n'hallen ket enrollañ ken. Ne lavarin ket ar gont eus ar pennadoù krouet ganin abaoe un 20 vloaz bennak , eus al lusk am boa roet da greskiñ niver ar pennadoù (o tostaat ouzh an okitaneg e oamp, un dra hag a zisplije kenañ) , ne gomzin ket eus ar bruderezh graet diwar-benn ar wikipedia dizehan,.. Ouzh skouarn vouzar ne dalv ket ar boan klask kaozeal . Serret em eus ma c'hont, ha n'emaon ket en sell da zistreiñ . ... Gwelet em eus izeloc'h e veze graet "sil" ... pegen koant ... eus SKOILH ... 2A01:CB08:82FD:4C00:2A92:62C7:DADA:8DEB 14 Gen 2024 da 17:56 (UTC)
- « al lusk [az poa] roet da greskiñ niver ar pennadoù » zo ar gudenn, just a-walc’h, ha ne lavarin ket ar gont a wezhioù eo bet displeget an dra-se dit, ganin ha gant re all. Ouzh skouarn vouzar ne dalv ket ar boan klask kaozeal, re wir. Huñvreüs (kaozeal) 14 Gen 2024 da 18:16 (UTC)
- Goap ... reiñ urzhioù n'eo ket displegañ netra... 2A01:CB08:82FD:4C00:2A92:62C7:DADA:8DEB 14 Gen 2024 da 18:22 (UTC)
- Serret em eus ma c'hont, ha n'emaon ket en sell da zistreiñ .: war a seblant e talv ar gerioù-mañ distreiñ a rin diouzhtu hep kevreañ. N’on ket sur ha kompren a ran perak paouez da ober gant ur gont 🤔 Huñvreüs (kaozeal) 16 Gen 2024 da 17:12 (UTC)
- Goap ... reiñ urzhioù n'eo ket displegañ netra... 2A01:CB08:82FD:4C00:2A92:62C7:DADA:8DEB 14 Gen 2024 da 18:22 (UTC)
- « al lusk [az poa] roet da greskiñ niver ar pennadoù » zo ar gudenn, just a-walc’h, ha ne lavarin ket ar gont a wezhioù eo bet displeget an dra-se dit, ganin ha gant re all. Ouzh skouarn vouzar ne dalv ket ar boan klask kaozeal, re wir. Huñvreüs (kaozeal) 14 Gen 2024 da 18:16 (UTC)
Do you use Wikidata in Wikimedia sibling projects? Tell us about your experiences
[kemmañ ar vammenn]Note: Apologies for cross-posting and sending in English.
Hello, the Wikidata for Wikimedia Projects team at Wikimedia Deutschland would like to hear about your experiences using Wikidata in the sibling projects. If you are interested in sharing your opinion and insights, please consider signing up for an interview with us in this Registration form.
Currently, we are only able to conduct interviews in English.
The front page of the form has more details about what the conversation will be like, including how we would compensate you for your time.
For more information, visit our project issue page where you can also share your experiences in written form, without an interview.
We look forward to speaking with you, Danny Benjafield (WMDE) (talk) 08:53, 5 January 2024 (UTC)
Sikouriñ an implijerien da grouiñ pajennoù talvoudus
[kemmañ ar vammenn]Amprouiñ a ran un hentenn nevez: aozet am eus ur sil. Gwiriañ a ra ez eus e pep pajenn nevez, en esaouenn anv pennañ ha war-bouez an adkasoù, 500 arouez da nebeutañ, un daveenn da nebeutañ, hag ur rummad da nebeutañ. Da lavarout eo, traoù a rank bezañ e pep pennad abaoe krouidigezh ar wiki. Diskwelet e vo ur gemennadenn diwall ma vank unan eus an tri zra-se. Evit poent e c’hallo ar pennad bezañ krouet forzh penaos. Evel-just e tegemeran ho soñjoù. Huñvreüs (kaozeal) 6 Gen 2024 da 20:07 (UTC)
- 92.184.107.3 6 Gen 2024 da 20:28 (UTC)
- Evit poent em eus lakaet ar reolennoù-mañ da bleustriñ:
- evit krouidigezh ur bajenn berr-kenañ, dizave, pe dirumm, e vez kaset ur gemennadenn diwall (ha netra all) ;
- ur bajenn berr-kenañ ha (dizave pe dirumm) a c’hell pep hini krouiñ pep hanter-eur.
- Hervez reolennoù diazez Wikimedia eo difennet groñs krouiñ pajennoù eus ar seurt-se, neuze ne seblant ket din strizh ar reolennoù-mañ. Degemer a ran an alioù, evel boaz. Huñvreüs (kaozeal) 14 Gen 2024 da 18:10 (UTC)
- Gwellaet e c’hell bezañ, evel-just. Emaon o soñjal displegañ penaos kaout sikour er c’hemennadennoù (evit an deraouidi), da skouer, hag evezhiañ ar marilh evit gwiriañ ha talvoudus eo ar siloù. Huñvreüs (kaozeal) 14 Gen 2024 da 18:24 (UTC)
- 1 bajenn bep hanter-eur ? 100 "pennad" en un devezh eo ar rekord abaoe 15 vloaz zo (hag an den n'en deus ket komprenet c'hoazh hiziv an deiz !). 92.184.117.114 14 Gen 2024 da 21:37 (UTC)
- Feiz fall. Ar bajennoù-se zo bet kresket gant kenlabour labourerien, ha n'eo ket gant kaozioù faeus plapouserien a glaske reiñ da grediñ e oa direizh gerioù evel "a-us da". 2A01:CB08:82FD:4C00:2A92:62C7:DADA:8DEB 14 Gen 2024 da 22:02 (UTC)
- Biskoaz c’hoazh. E 2008 e oas dija o krouiñ « pennadoù » eus ar seurt-se. Er mare-se e teue dija implijerien all da ouzhpennañ ar rummadoù pe ar patromoù na gemeres ket ar boan da lakaat. Er mare-se e kroues dija pajennoù disheñvelout hep lakaat ar patrom disheñvelout. Hag anat eo n’eo ket gwir, n’int ket bet kresket ar pennadoù-se. N’am eus ket sellet ouzh an holl evel-just, met evit ar re am eus sellet ouzh o istor, n’int ket bet kemmet nemet gant robotoù evit ober war-dro liammoù etrewiki, hag a-wechoù gant implijerien zo evit reizhañ faziouigoù pe ouzhpennañ un databox, ha netra ken. Huñvreüs (kaozeal) 14 Gen 2024 da 22:32 (UTC)
- Marteze e tlefen aozañ ur robot evit krouiñ pajennoù diwar-benn an niveroù eus 1.000.000 betek 10.000.000. Testenn pep pennad a vefe: X zo an niver anterin etre X-1 hag X+1. Ar wiki brezhonek az afe d’an hini gant an niver brasañ a « bennadoù » (nebeutoc’h evit 7.000.000 pennad zo er Wikipedia saoznek). Ha neuze… petra? Huñvreüs (kaozeal) 14 Gen 2024 da 22:41 (UTC)
- Netra. Evel m'eo bet displeget meur a wech gant meur a zen : Wikipedia n'eo ket ur redadeg da dizhout ar muiañ a bajennoù ; un hollzoueziadur eo, eleze ur bodad pennadoù fonnus, solius ha desevadurel. Aner eo berniañ pajennoù a-seurt gantValbuena de Pisuerga man eo re dreut an danvez. 92.184.116.166 15 Gen 2024 da 10:56 (UTC)
- Feiz fall. Ar bajennoù-se zo bet kresket gant kenlabour labourerien, ha n'eo ket gant kaozioù faeus plapouserien a glaske reiñ da grediñ e oa direizh gerioù evel "a-us da". 2A01:CB08:82FD:4C00:2A92:62C7:DADA:8DEB 14 Gen 2024 da 22:02 (UTC)
- Wikipedia zo diazezet war al labour, ar c'henlabour, hag ar c'henemglev, ha n'eo war an droukrañs ha kaketal labour ar re all. Ar pennadoù war an departamantoù a oa ezhomm anezho, peogwir e vez meneget an anvioù departamantoù dizehan er pennadoù diwar-benn Gallaoued, n'eo ket diaes da gompren. Kresket int bet (evel Ain (departamant)) gant meur a zen, tra ma oa goapaerien o godelloù aezet o troukkaozeal. Hag e talc'hont d'ober. 2A01:CB08:82FD:4C00:B4E8:B8FD:9FE1:6404 15 Gen 2024 da 11:19 (UTC)
- Evit poent em eus lakaet ar reolennoù-mañ da bleustriñ: