Wikipedia:Degemer/Pennad ar miz/Gwengolo

Eus Wikipedia
Mary Read
Mary Read

Mary Read (war-dro 1690–1721) a oa ur vorlaerez saoz brudet.

Mary Read a oa bet ganet en Devon e dibenn ar XVIIvet kantved. Pa varvas he breur henañ Willy e krogas he mamm (intañvez ur c’habiten) da wiskañ anezhi evel ur paotr a-benn kenderc’hel da resev arc’hant a-berzh mamm-gozh Mary rak fellout a rae d’ar vamm-gozh reiñ hec’h arc’hant d’he mab-bihan henañ). Mary a voe mevel da gentañ ha goude-se e labouras e bourzh ur vag hag ez eas d’an arme. Eno e kejas ouzh ur marichal al lojeiz hag e timezas gantañ. Un ostaleri a savjont asambles e Breda en Izelvroioù. Goude pevar bloaz e varvas gwaz Mary hag e voe serret an ostaleri.

Mary a zeuas a-benn da lakaat krediñ e oa ur paotr bepred, hag e savas e bourzh ur vag kenwerzh izelvroat dindan an anv Mark Read. Preizhet e voe ar vag gant ur vagad morlaeron a Vro-Saoz. Hervez lod e vije bet degemeret Mary ganto, hag o dije kaset anezhi betek New Providence en enezeg Bahamas.

E-pad ar veaj-se e kejas ouzh Jack Rackham hag ouzh Anne Bonny (ur vorlaerez hag a oa gwisket evel ur paotr ivez). Rackham a gemeras anezhi en e skipailh, dre ma soñje e oa ur paotr. Diwezhatoc’h e tizoloas e oa ur plac’h met degemer a reas anezhi.

E miz Here 1720 e kasas gouarnour Jamaika soudarded ar c‘habiten Barnet da dapout Jack Rackham hag e skipailh, ennañ Mary Read hag Anne Bonny. Mary hag Anne a voe heuget pa weljont e oa divarrek ar vorlaeron d’en em gannañ, gant ar mezv ma oant diwar ur c’horfad an derc’hent. Daou anezho a voe lazhet ganto o-div, ha gloazañ a rejont re all, Jack Rackham en o zouez. An emgann a badas un eur a-raok m’en em zaskorjas an div vaouez.

Harzet e voe an holl vorlaeron ha barnet da-heul. Ne voe ket kondaonet an div vaouez d’ar marv peogwir e lavarjont e oant dougerezed. Mary a gasas dibenn he buhez en toull-bac’h, ha mervel a reas eno abalamour d’ar derzhienn velen, pe marteze abalamour d’ur golladenn e miz Ebrel 1721. (muioc'h...)