Who Will Take My Dreams Away?

Eus Wikipedia

Who Will Take My Dreams Away? (Piv a dec'ho ma huñvreoù? e brezhoneg) a zo ur gaer a ganaouenn saoznek velkonius, savet an ton anezhi gant ar sonaozer stadunanat Angelo Badalamenti.

Ar pozioù zo bet savet gant Marianne Faithfull ha kanet gant ar ganourez saoz hec'h-unan evit sonerezh orin ar film gallek La Cité des enfants perdus (sevenet gant Marc Caro ha Jean-Pierre Jeunet) a oa deuet e-maez e miz Mae 1995.

Dibabet e oa bet ar ganaouenn-se ivez gant ar filmaozer gall Patrice Leconte evit e film La Fille sur le pont deuet e-maez e miz Meurzh 1999.

Selaou a c'heller Who Will Take My Dreams Away? (3:08 he fadelezh) war an albom Music For Film And Television (miz Here 2010) gant Angelo Badalamenti.

Ar gerioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]