Warwick Davis

Eus Wikipedia
Warwick Davis e 2006

Warwick Ashley Davis (Epsom, Surrey, 3 a viz C'hwevrer 1970) zo un aktour, kinniger skinwel, skrivagner, sevener filmoù ha produer saoz.
Brudet eo evit e rolloù er film Willow kement hag en heuliad filmoù Leprechaun, an Ewok Wicket e Star Wars: Episode VI – Return of the Jedi ha hini ar c'helenner Filius Flitwick ha Griphook en heuliad filmoù Harry Potter.
Davis en deus c'hoariet ivez en ur sitcom diazezet war e vuhez anvet Life's Too Short, skrivet ha sevenet gant Ricky Gervais ha Stephen Merchant.

Kinniget en deus bet abadennoù c'hoarioù war ITV evel Celebrity Squares (2014–2015) ha Tenable (2016–bremañ).