Wanquetin
| Kumunioù Frañs | |
|---|---|
| Anv | Wanquetin |
| Riez | |
| Rannvro | Hauts-de-France |
| Departamant | |
| Bro hengounel | |
| Arondisamant | Arras |
| Etrekumuniezh | Communauté de communes du Val de Gy |
| Kanton | Beaumetz-lès-Loges |
| Kod INSEE | 62874 |
| Kod post | 62123 |
| Maer | Michel Hanot |
| Amzer-gefridi | 2008-2014 |
| Gorread | 10,18 km² |
| Led | 50° 16' 36" Norzh |
| Hed | 02° 36' 57" Reter |
| Uhelder kreiz | 91 m |
| Uhelder bihanañ | 82 m |
| Uhelder brasañ | 141 m |
| Poblañs hep kontoù doubl | 639 (1999) |
| Stankter | 62 a./km² |
| Lec'hienn ar gumun | |
Wanquetin a zo ur gumun eus departamant Pas-de-Calais (Bro-C'hall).
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Monumantoù ha traoù heverk
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bezioù ar C'hommonwealth e bered ar gumun
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]| Bro | Niver a soudarded |
|---|---|
| 8 | |
| Hollad | 8 |
Implijet eo bet bered ar gumun e-pad ar Brezel-bed kentañ, adalek miz Meurzh 1916 betek miz Du 1916. E dibenn miz Du 1916, dre ma oa deut ar 41st Casualty Clearing Station d'en em staliañ er gumun e voe digoret un astenn d'ar vered[1] .
Bezioù ar C'hommonwealth en astenn ouzh bered ar gumun
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]| Bro | Niver a soudarded |
|---|---|
| 1 | |
| 77 | |
| Brezel bed kentañ 144 Eil brezel-bed 9 | |
| Hollad | 231 |
Ur vered ag ar Brezel bed kentañ eo. Krouet eo bet e dibenn miz Du 1916 gant ar 41st Casualty Clearing Station: ne chome plas ebet ken e bered ar gumun. Douaret eo bet enni ivez ar Private J. Ferguson, 1st Bn. Royal Scots Fusiliers, fuzuilhet e miz Ebrel 1917 evit bout dizertet. Enni emañ bezioù 23 milour eus ar 3rd Canadian Machine Gun Battalion, bet lazhet d'ar 24 Gwengolo 1918 en un aer-tagadenn gant an Alamaned e Warlus (ar re ziwezhañ eus ar Brezel-bed kentañ o vezañ bet douaret er vered) ha nav bez eus miz Mae 1940, e-pad an Eil brezel-bed[2] [3]
Douaroniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Emdroadur ar boblañs
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Niver a annezidi

Melestradurezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Tud dibar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Louis Mexandeau, bet maodiern gall ha kannad eus ar C'halvados, bet ganet e Wanquetin e 1931.