Mont d’an endalc’had

Walt Disney

Eus Wikipedia
Newman Laugh-O-Gram (1921)

Savet eo ar pennad-mañ diwar labour bet graet gant skolidi. Sikourit da wellaat an danvez, mar plij ganeoc'h.

Walt Disney
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhStadoù-Unanet Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denWalt Disney Kemmañ
Anv ganedigezhWalter Elias Disney Kemmañ
Anv-bihanWalter, Elias, Walt Kemmañ
Anv-familhDisney Kemmañ
LesanvDisney, Walter Elias Kemmañ
Deiziad ganedigezh5 Kzu 1901 Kemmañ
Lec'h ganedigezhChicago Kemmañ
Deiziad ar marv15 Kzu 1966 Kemmañ
Lec'h ar marvBurbank Kemmañ
Doare mervelabeg naturel Kemmañ
Abeg ar marvcirculatory collapse Kemmañ
Lec'h douaridigezhForest Lawn Memorial Park Kemmañ
TadElias Disney Kemmañ
MammFlora Call Disney Kemmañ
Breur pe c'hoarRoy O. Disney Kemmañ
PriedLillian Disney Kemmañ
BugelDiane Disney Miller Kemmañ
FamilhDisney family Kemmañ
Yezh vammsaozneg SUA Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg, saozneg SUA Kemmañ
Yezh implijet dre skridsaozneg SUA Kemmañ
Tachenn labourLennegezh krennarded Kemmañ
Bet war ar studi eKansas City Art Institute, McKinley High School, Central High School Kemmañ
Lec'h annezKansas City, Los Angeles, Marceline, Chicago Kemmañ
Deroù ar prantad labour1920 Kemmañ
Dibenn ar prantad labourDu 1966 Kemmañ
Strollad politikelStrollad Republikan, Strollad Demokratel Kemmañ
RelijionCongregational churches Kemmañ
Kleñvedkrign-bev ar skevent, dyslexia Kemmañ
BrezelBrezel-bed kentañ Kemmañ
FilmographyFilmadurezh Walt Disney Kemmañ
Oberenn heverkMickey Mouse Kemmañ
Tachennfamily film, tresadennoù-bev Kemmañ
Levezonet gantAesop's Film Fables Kemmañ
Deskrivet en URLhttps://missouriartists.org/Person/MOREM101/ Kemmañ
Rummad tostCategory:Films directed by Walt Disney, Category:Films produced by Walt Disney Kemmañ
Statud e wirioù aozerOberennoù dezhe gwirioù aozer Kemmañ
Teuliad arzour eFrick Art Research Library, Smithsonian American Art and Portrait Gallery Library Kemmañ
Documentation files atSAPA Foundation, Swiss Archive of the Performing Arts Kemmañ

Walt Disney a voe ganet d'ar 5 a viz Kerzu 1901 e Chicago e SUA, ha mervel a reas e Los Angeles d'ar 15 a viz Kerzu 1966 da 65 bloaz. E anv gwir a oa Walter Elias Disney, Elias a oa anv-bihan e dad ha Walter hini ur mignon bras d'e dad Walter Parr, a oa beleg hag en doa badezet anezhañ d'an 8 a viz Even 1902. Pevare mab Elias Disney ha Flora Call e oa. Ganet e oa en un tiegezh izelek, tri breur brasoc'h evitañ en devoa hag ur c'hoar daou vloaz yaouankoc'h evitañ. E-pad e grennardiezh ne rae nemet labourioù bihan a-hed an hañv hag un darempred bihanik e oa gant ar Chicago Art, met ne oa ket tonket tamm ebet d'ar vrud. Anvet e oa evel kenderc'her, sevener ha leurenner tresadennoù-bev evit arvesterien liesseurt-tre. Un den dedennet-tre gant e vicher, gouestlet en deus e vuhez d'e arvesterien ha d'e zudennoù ken disheñvel an eil d'egile. E penn ar firm etrevroadel Walt Disney Company edo. Krouet gantañ e 1923 ha chomet en e benn betek e varv, ez eas war-gresk an embregerezh betek dont da vezañ unan eus produerien filmoù pennañ. Eñ hag an dud a laboure gantañ o deus krouet ul lodenn vras eus tudennoù azeul bed an tresadennoù-bev. Unan anezho a zo soñjet evel un dudenn hag a skeudenn Walter Elias Disney en e berzh : Mickey Mouse. Laosket en deus ur vrud hag un azeulerezh eus e labour war e lerc'h ha c'hoazh war-lerc'h e varv e chom roue war rouantelezh an tresadennoù-bev. Bevet en deus Walt Disney diwar e entan, hag en deus lakaet anezhañ da grouiñ bedoù burzhudus gant o zudennoù ken ispisial, peadra da lakaat an holl da huñvreal.

Bugaleaj ha Krennardiezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet eo Walter Elias Disney d'ar 5 a viz Kerzu 1901 e Chicago. Walter a zo anv ur mignon bras d'e dad, beleg anezhañ, hag e vadezas d'an 8 a viz Even 1902. Elias a zo anv e dad. Pevare mab Elias Disney ha Flora Call e oa. Herbert Disney, Raymond Disney, ha Roy Disney a oa e dri breur henañ, ha Ruth Flora Disney a oa e c'hoar yaouank. Ganet e oa en ur familh izelik, e dad a oa kalvez. Bevañ a rae an tiegezh diwar e c'hopr nemetken. Flora Call a skolaerez hag Elias Disney a oa e-penn un embregerezh bihan e gennad ar sevel-tiez. E 1906 a-gaost d'un enkadenn ekonomikel ne c'hell ket mui derc'hel e embregerezh hag a ra evel-henn freuz-stal. Rediet eo neuze ar familh hag a veve e kêr, da zilojiñ war ar-maez, en un atant e Marceline (Missouri). E-pad ar bloavezhioù da heul e labouro Elias en atant.

Da eizh vloaz ez eas d'ar skol evit ar wech kentañ e Marceline. Ne oa ket aet d'ar skol abretoc'h a-benn mont di er memes koulz evit e c'hoar Ruth. Dedennet eo Walt gant an tresañ dija hag e tenn splet eus e amzer vak evit tresañ. E 1909 eo gwerzhet an atant rak klañv eo Elias ha ne c'helle ket mui dougen labourioù an atant war e choûk. Neuze e vev ar familh en un ti feurmet betek 1910. Pa zilojont e Kansas City a-benn adkavout daou eus breudeur Walt, Herbert ha Raymond. Eno e labouras Elias en un embregerezh dasparzh kazetennoù, ha sikouret e voe gant Walt ha Roy po devoa amzer vak, evit pourveziñ ezhommoù an tiad. E 1917, e tistro Walt hag e familh da Chicago e lec'h ma labouras eñ e-giz gwerzher fiñv en trenioù. Eno e krogas ivez gant kentelioù tresañ kaset da benn gant Leroy Gosset, hag a oa un tresour flemmus. Pa zegouezhas an Amerikaned er brezel bed kentañ e 1917 e falsas Walt e oad evit gellout mont da Europa gant an arme evel klañvdiour. E 1919 e tistroas da g/Kansas City, hag eno e kavas ul labour en ur studio bruderezh hag e kejas gant 'Ub Iwerks', un tresour. War-lerc'h o zaol kaer er studio e voe gourc'hemennet an daou zen gant un Academy Award. War-lerc'h bezañ bet labouret evit 'Kansas City Film Ad' e krouas e embregerezh Laugh-O-Grams. Poan e devoa ar skipailh da werzhañ e labour. Freuz-stal a reas ar studio ha distreiñ a reas Walt da Los Angeles davet e vreur, Roy.

Deroù ar studioioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sevel a reas Walt ur studio bihan e karrdi e eontr, e Hollywood. Eno e veze embannet rummadoù Alice's Wonderland, a oa ur mennozh eus Walt abaoe un neubeut bloavezhioù dija. Ur vrud krenn a oa bet gant ar rummad-se. Labourat a rae gant ur skipailh, anezho Lilian Bounds a euredas e miz gouere 1925. Er memes mare ez ae ar studio war-vrasaat, hag en em stalias en ur savadur wir. E 1927 e paouezas gant ar rumm Alice's Wonderland. Met ur gudenn velestradurel diwar-benn ur c'hevrat a savas etre Charles Mintz, un den karget a gefridi, ha Walt Disney. Charles Mintz a gemeras, a-benn ar fin penn holl raktresoù an embregerezh. Neuze e kuitas Walt an embregerezh hag e tistroas e California gant e wreg Roy hag Ub Iwerks. Ar vojenn a gont edo en tren evit distreiñ eno, war lerc'h bezañ kuitaet Charles Mintz fuloret, e tresas ar Mickey Mouse gentañ, da gentañ anvet Mortimer Mouse. E 1927 e vezas embannet evit ar wech kentañ ur film gant mouezhioù anvet The Jazz Singer, adalek ar mare-se en devoa komprenet Walt e oa ret dezhañ, m'en devoa c'hoant brudañ e labour, lakaat mouezhioù war e dresadennoù. Neuze e tivizas Walt reiñ e vouezh da V/Mickey. E 1931 e vez priz un dresadenn-vev e munutenn tost da 13.000$.

Ar vrud en he ferzh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er bloavezhioù 30 e oa deuet Walt Disney da vezañ un dudenn arouezel ha brudet er bed a-bezh. Alies e oa keñveriet gant Charlie Chaplin ha diskrivet evel ur mailh war ar sinema. Daoust ma oa hollvrudet Walt Disney hag e embregerezh e chome atav diloc'h ha ne lakae ket tout ar mennozhioù hag al labour war e gont. E 1931 e tivizas Disney e oa ret da dresourien an embregerezh gwellaat o live ha neuze e kasas anezho d'ar Chouinard Art School. E 1932 Art Babbit a gendrec'has anezhañ e vefe gwelloc'h aozañ ar c'hentelioù er studio, ar pezh a voe lakaet e plas en ur grouiñ an Disney Art School d'ar 15 a viz Du 1932. Er mare-se, e kinnigas Disney e raktres da sevel Gwennerc'h hag ar seizh korrig. Ur film hir e oa, neuze e strishaas al labour hag e klaskas gwellaat anezhañ,a-benn kaout ur skipailh hag ur studio gouest da dremen eus filmoù berr, eizh munutenn, da filmoù hir. Er memes mare e vrasaas tiegezh Walt Disney gant e verc'h henañ, Diane Marie Disney ganet d'an 18 ar viz Kerzu 1933 hag e eil verc'h Sharon Mae Disney ganet d'an 21 a viz Kerzu 1936. Adalek 1942 e oa empleget ar Stadoù-Unanet er brezel-bed penn-da benn, ar pezh a lakae diaes ar studioioù dre ma veze reduet an niver a implijidi, hag a-gaoz d'an enkadennoù e oa difennet sevel filmoù hir ha koustus. "Levr ar Jañglenn" a voe ar film diwezhañ sevenet gant Walt Disney. E 1966 e tisklêrias ur medisin e voe tapet Walt Disney gant krign-bev ar skevent dre ma oa ur butuner bras. Dre ma oa avañset-tre ar c'hleñved e voe tennet ur skevent digantañ. 6 sizhunvezh war-lerc'h, d'ar 15 a viz Kerzu, e varvas en e gambr en Ospital Sant-Josef e Burbank, a-dal d'ar studio savet gantañ. Douaret e voe e bered Forest Lawn Memorial Park e Glendale e California.

Walt disney company

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Krouet e oa bet ar Walt Disney Company e 1923, gant Walter Elias Disney hag unan eus e dri breur brasoc'h Roy Oliver. Er penn kentañ o devoa krouet ur studio produiñ filmoù: an Disney Brothers Studio, staliet e karrdi o eontr Robert. Produet o devoa e-pad 3 bloaz un nebeud rannoù eus ur rummad skinwel anvet Alice Comedies , a voe skignet er skinwel. N'eo nemet adalek 1929 ma vezas anvet ar studio : Walt Disney Productions, hag adalek 1986 : Walt Disney Company. Ar film hir kentañ a vezas kaset da benn adalek 1932 a oa Gwennerc'h hag ar seizh korrig. Tri bloaz e padas savidigezh ar film, hag a verkas penn kentañ brud ar studioioù Disney en o ferzh. War-lerc'h e voe kaset da benn ar filmoù Pinocchio ha Fantasia, hag a oa bet aozet evit advrudañ Mickey. Dre ma n'o devoa ket ar filmoù-se graet berzh e voa sevenet Dumboevit adtapout al live. Da heul etre 1950 ha 1953 e sevenas-eñ tri film, Cendrillon hag a blijas d'an holl, Alice e Bro ar Marvailhoù, hag a oa bet ur c'hwitadenn, ha Peter Pan a ziskoueze e oa gwellaet live labour an dresourien hag ar skipailh produiñ a-bezh. D'ar 17 a viz Gouere 1955 e oa bet digoret ar park Disneyland kentañ e Anaheim e California. Pa oa an embregerezh en e varr, e oa frouezhus ar mennozhioù nevez gant Walt Disney hag e skipailh; c'hoant o devoa kas an embregerezh d'ar pep gwellañ. Kalz a vennozhioù parkoù all a oa gante. Ar c'hoant a oa gant Walt Disney sevel unan bedel, met mervel a reas a-raok bezañ kaset da benn ar raktres hag en devoa frouezhet e-pad meur a vloavezh en e benn. Hiziv an deiz eo deuet Walt Disney Company an hini kentañ war marc'had an dudi kleweled er bed, hag ar parkoù a zo eus ar re ar muiañ gweladennet.

Skeudenn Disney hiziv an deiz

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

War-lerc'h toud ar pezh a zo bet savet gant Walt Disney, etre ar studioioù, an tudennoù, ar bedoù marvailhus, hag e vrud etrevroadel, ne chom nemet d'an heuliadenn kenderc'hel war an hent-se. An holl raktresoù posupl a oa bet raksoñjet gant Walt Disney. Laosket en deus ur skeudenn a vadelezh burzhudus en e geñver hag hini e dudennoù karet. Ar gras-vat laosket war Walt Disney a zo arouez ul labour entanet ha spis, kaer ha dudius, peadra da lakaat ar sellerien da hunvreal en ur bed all.

Filmoù savet gant Walt Disney

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • 1923 da 1927 : Alice Comedies (Rummad Skinwel)
  • 1927 : Oswald the Lucky Rabbit (Rummad Skinwel)
  • 1928 : Steamboat Willie (Film Berr)
  • 1929 : Silly Symphonies (Rummad Skinwel)
  • 1936 : The Country Cousin (film, 1936)
  • 1937 : Snow White and the Seven Dwarfs
  • 1940 : Pinocchio
  • 1940 : Fantasia
  • 1941 : The Reluctant Dragon
  • 1941 : Dumbo
  • 1942 : Saludos Amigos (film, 1942)
  • 1942 : Bambi
  • 1943 : Der Fuehrer's Face
  • 1943 : Victory Through Air Power
  • 1944 : The Three Caballeros (film, 1944)
  • 1946 : Song of the South
  • 1946 : Make Mine Music
  • 1948 : So Dear To My Heart
  • 1949 : The Adventures of Ichabod and Mr. Toad
  • 1950 : Cinderella
  • 1950 : Treasure Island
  • 1951 : Alice in Wonderland
  • 1953 : Peter Pan
  • 1954 : 20 000 Leagues Under the Sea
  • 1955 : Lady and the Tramp
  • 1959 : Sleeping Beauty
  • 1961 : One Hundred and One Dalmatians
  • 1963 : The Sword in the Stone
  • 1964 : Mary Poppins
  • 1967 : The Jungle Book