Vytautas Landsbergis

Eus Wikipedia
Vitautas Landsbergis

Vytautas Landsbergis (ganet d'an 18 a viz Here 1932 e Kaunas) zo ur politiker mirour eus Lituania en deus kemeret ur perzh bras e dizalc'hidigezh Lituania diouzh an Unvaniezh Soviedel.

En amzer ma oa Lituania en Unvaniezh Soviedel e oa kelenner sonerezh el Lietuvos Muzikos Akademija (Akademiezh Sonerezh Lituania) e Vilnius. Laket e voe e penn ar parlamant da c'hortoz (Seimas), pa voe embannet dizalc'hiezh ar vro e 1990, hag evel-se e voe, er fedoù, kentañ prezidant Lituania, eus an 11 a viz Meurzh 1990 betek ar 25 a viz Du 1992. Diwezhatoc'h e voe e penn ar Seimas adarre, eus ar 25 a viz Du 1996 betek an 19 a viz Here 2000, ha kannad e Parlamant Europa eus 2004 da 2014.