Mont d’an endalc’had

Voroeg

Eus Wikipedia

Ur yezh finnek-ougrek eo ar voroeg (võro kiil´), komzet gant tro-dro da 70 000 den e mervent Estonia en eizh parrez istorel Võromaa (Karula, Harglõ, Urvastõ, Rõugõ, Kanepi, Põlva, Räpinä ha Vahtsõliina). Kavet e vez meur a voroeger ivez e Tallinn, Tartu hag en Estonia a-bezh.

War-zigresk eo aet ar yezh dre vras goude ar bloavezhioù 1880, met ul lusk nevez a zo bet roet dezhi war-lerc'h er bloavezhioù 1980.

Bremañ avat, daoust ma vez kelennet er voroeg ur wech ar sizhun e 26 skol ha daoust d'ar gelaouenn voroek Uma Leht embannet div wech bep miz, emañ ar yezh en arvar dre ma nac'h gouarnamant Estonia he skoazhellañ hag he gwareziñ evel ma'z eo dleet.

Skrivet e vez ar voroeg gant al lizherenneg latin.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]