Mont d’an endalc’had

Vogalenn skiltr

Eus Wikipedia
Fonadur
Mouezhiet/Divouezh
Mouezh sourrus
Mouezh laosk
Mouezh reut
Mouezh wigourus
Mouezh c'harv
Vogalenn skiltr
Mouezh kleuz
Chuchumuchu

Er yezhoniezh e vez implijet an termen vogalenn skiltr (saoz.: strident vowel pe sphincteric vowel, d.l.e. "vogalenn sfinkterek") war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus ur vogalenn c'hourlañchennekaet kreñv produet war un dro dre froumal an ankoue, dre lakaat al larinks da vont war uhelaat hag ar c'hourlañchenn da vont war strishaat betek lakaat an ankoue pe an aritenoidoù da daravat pa dremen red an aer dreze e-lec'h dre kerden ar vouezh.

Kavet e vez stank a-walc'h vogalennoù skiltr er yezhoù koiek-sanek ma vezont enebiet ez-fonemek ouzh vogalennoù gourlañchekaet plaen. N'eus arouezenn resis ebet evit merkañ ar fed m'eo skiltr ur vogalenn hervez reolennoù reizhskrivañ al lizherenneg fonetikel etrebroadel hag implijet e vez peurliesañ gant an dud a bled gant yezhoù enne vogalennoù a-seurt-se ur sin diakritek skrivet dindan an arouezenn vogalennek pennañ, da skouer:

Bez' e c'hellfe bezañ kevatal ar skiltrded vogalennek d'un doare fonadur anvet "mouezh c'harv" hag e baieg komzet e Su Sina e vez implijet rezioù ma talvez ar skiltrded da alofonenn ar vouezh c'harv.

Gwelit ivez:

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Porched ar yezhoù hag ar skriturioù
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.