Vladikavkaz

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Vladikavkaz

Vladikavkaz (Владикавка́з [vlədʲɪkɐˈfkas] e rusianeg ; Дзæуджыхъæу / Dzæudžyqæu [d͡zəud͡ʒɨqəu] en oseteg) eo kêr-benn Norzhosetia-Alania, e kevread Rusia. Emañ e gevred ar republik, e-harz Menezioù Kaokaz, war lez ar stêr Terek. E 2010 e oa 311 693 a dud o chom enni hag unan eus brasañ kêrioù Kaokaz eo.

Ur greizenn a bouez eo evit ar c'henwerzh hag an industriezh.

Savet e oa bet Vladikavkaz e 1784, gant ar Rusianed, pa oa bet aloubet ar vro ganto. E-pad pell eo bet pennlec'h an arme rusian er rannvro.