Vlad III

Eus Wikipedia
Vlad III Tepes Dracula
Skeudenn e Kronikoù Brodoc ma weler Vlad Țepeș o prejañ dirak korfoù ouzh ar ber.

Vlad III Basarab, lesanvet Țepeș e roumaneg (ar berier a oa ur voivod rouman, marvet e Kerzu 1476 e Bucarest, a oa priñs Valakia en 1448, hag adal 1456 betek 1462, hag en 1476. Gantañ e voe awenet ar skrivagner iwerzhonat Bram Stoker pa savas e romant Dracula.

E anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Vladislaus e oa e anv, berraet en Vlad. Drakula peogwir e oa mab d'an dragon, d'an aerouant.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E deroù ar XVvet kantved e weler an Impalaeriezh santel roman german ha broioù kristen Retereuropa, ha dreist-holl rouantelezhioù aostria, Hungaria ha pologn, o stourm ouzh lanv armeoù an Impalaeriezh otoman, o deus aloubet ar Balkanoù ha gronnet Kergustentin (en Andrinopolis edo kêr-benn an otomaned betek 1453)

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Vlad Țepeș a vije bet ganet entre 1430-1431 ha 1436, e Sighișoara, a greder, ha honnezh zo ur gêr eus Transilvania ma oa harluet e dad etre 1431 ha 1435, ha diskouezet e vez e di eno c'hoazh. Ma oa ganet e dibenn 1436, e c'hall bezañ e Târgoviște, kêr-benn ha lez Valakia; a-raok 1430 n'eouzer ket pelec'h e oa e dad o chom.

E dad, Vlad II a oa ezel eus Urzh an Dragon, savet da skignañ ar gristeniezh en Retereuropa.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.