Viseu (Portugal)
Neuz
Ur pennad Viseu zo ivez.
Viseu (distaget [viˈzew] e portugaleg) zo ur gêr eus Portugal, ha pennlec'h distrig Viseu, e Rannvro ar C'hreiz.
E 2011 e oa 99 274 a dud o chom e Viseu.
Annezet eo ar c'hornad a-gozh, ha meur a sevenadur zo bet o tremen eno : Romaned, Sueved, Wizigoted, Maoured. En amzer ma oa aloubet Iberia gant ar Romaned e vije bet Viriathus, a oa o ren war al Lusitaned o vevañ eno. Eno ivez e voe pennoù wizigot, evel ar roue Roderig, o chom, hag eno, moarvat, e voe ganet Afonso Henriques, roue kentañ Portugal.
Ul lec'h a bouez eo Viseu eta, a-fet istor. Ur greizenn a bouez eo e kreiz Portugal evit ar c'henwerzh hag evit ar sevenadur, gant ar Mirdi Grão Vasco, gant sez un eskopti ha sez skol-veur gatolik Portugal.