Visant Roudaod
Neuz
Visant Roudaod, pe Barz Bali an Ee (Vincent Roudaut e galleg ;23 a viz Meurzh 1817 − 1añ a viz Kerzu 1885), a oa ur beleg, saver ha troer levrioù a zevosion.
Ganet e voe e parrez Kerlouan. Beleget e voe er bloaz 1842 hag anvet da gure e Plouvien e 1843, e Plouziri e 1851, ha da berson a-benn ar fin er barrez-se, ma chomas eus 1859 betek 1885. Er bloavezh-se e roas e zilez ha mervel a reas e Kerlouan. Ouzhpenn levrioù a zevosion troet diwar ar galleg, en deus savet ur geriadur galleg-brezhoneg.
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- An ene christen en bali an ee, 1860
- Heuriou ar c’hristen mad e leac'h ma caver pedennou e meur a c'hiz da lavaret bemdez, 1862
- Heuriou ar c’hristen mad bihan, 1865
- Abrege eus an aviel, 1866
- Ar c’henta miz Mari, buez ar Verc'hez, 1866, 1868
- Eun ene christen : an introun Silburne, 1869
- Sceul ar Baradoz, an descadurez caera diwar misteriou an Oferenn, 1880
- Buez an autrou sant Servez, escop Tongr, 1890
- Supplément aux dictionnaires bretons, Landerne, moullerezh Desmoulins, 1872