Mont d’an endalc’had

Virginia de' Medici

Eus Wikipedia
Hervez an arzvarnour Maike Vogt-Lüerssen n'eo ket Maria de' Medici an hini zo bet poltredet amañ gant Bronzino, met Virginia de' Medici.
Hervez arzvanourien zo n'eo ket Virginia de' Medici a zo poltredet amañ, met an Arc'hdugez Maria Magdalena Austria-Tyrol (1656-1669

Virginia de' Medici (Firenze, 1568 – Modena, 1615) a oa merc'h da Cosimo Iañ de' Medici, Dug-meur Toskana, ha d'e bried vorganatek Camilla Martelli. Ganet e oa Virginia goude m'en doe dilezet Cosimo e garg a zug-veur evit e vab, Francesco Iañ.

He zud a zimezas e 1570, ha neuze, da zaou vloaz, e voe divastardet Virginia "per subsequens".


Dimeziñ ha bugale

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E miz C'hwevrer 1586, da 18 vloaz, e voe dimezet da Cesare d'Este, mab da Alfonso d'Este, Dug Modena ha Reggio, ha da Giulia della Rovere.

Dek bugel o doe Virginia ha Cesare :

  1. Giulia d'Este (1588-1645);
  2. Alfonso III d'Este (1591-1644), Dug Modena adal 1628;
  3. Luigi Iañ d'Este (1594-1664), Markiz Scandiano ha Montecchio;
  4. Laura d'Este (1594-1630);
  5. Caterina d'Este (1595-1618);
  6. Ippolito d'Este (1599-1647);
  7. Niccolo d'Este (1601-1640);
  8. Borso d'Este (1605-1657);
  9. Foresto d'Este (1606-1639/1640);
  10. Angela Caterina d'Este (marvet e 1651), leanez.

Pa voe kollet dugelezh Ferrara gant he fried e 1597 ez eas da chom da gêr Modena gant o lez, e miz Genver 1598.

Barradoù follentez he deveze abaoe 1596 ha mervel a reas e 1615, da 47 vloaz. Beziet eo en iliz San Vincenzo e Modena.