Villarrica (menez-tan)
Villarrica (menez-tan) | |
---|---|
![]() | |
Douaroniezh : | |
Uhelder : | 2 850 metr |
Aradennad : | Andoù |
Ledred : | 39° 25' 15S |
Hedred : | 71° 56' 21W |
Bro: | ![]() |
Rannvro: | Rannvro Araucanía |
Isrann : | Rannvro Araucanía, Cautín Province, Villarrica, Pucón, Panguipulli |
Hent kern ar menez : | |
Pignet da gentañ : | gant arme Chile e 1883 |
Hent aesañ : | Adalek Piedra Negra de Villarrica |
Geologiezh : | |
Oad : | Pleistosen uhelañ |
Mein : | Bazalt, bazalt andesitek, andesit bazaltek, andesit |
Seurt : | Menez-yan gweleadek |
Oberiantiz : | oberiant |
Tarzhadenn diwezhañ : | 2020 |
Arsellva : | Southern Andean Volcano Observatory |
kemmañ ![]() |
Unan eus oberiantusañ menezioù-tan Chile eo ar Villarrica. A-us da Lenn Villarrica ha kêr Villarica emañ. Anvet eo ivez ar menez-tan-mañ Rucapillán, ur ger Mapuche hag a dalvez kement ha "Ti ar Pillan" pe "Ti ar Spered". Tri menez-tan kemmesk a zo, hemañ o vezañ an hini a zo ar muiañ er C'hornôg, hag o-zri a-skouer gant aradennad an Andez a-hed an Frailh Gastre. En ul lec'h gwarezet emañ Villarrica, evel Quetrupillán ha lodenn Chile al Lanín, lod eus Park Broadel Villarrica. Gallout a reer krapat outañ dreist-holl e-kerzh an hañv.
Lava Villarrica a zo etre bazaltek hag andezitek. E-touez ar menezioù-tan gant seurt lava er bed ez eo Villarica un nemedenn dre m'en devez gwech-ha-gwech-all ul lenn lava e strad e kraterenn. Peurvuiañ e tislonk e-giz ur menez-tan stromboliat, e taol danvez piroklastek hag e tever lava war ar memes tro. Kalzik a erc'h hag a c'hlav a gouezh war ar vro, se zo kaoz e vez ivez difoupadennoù fank ha mein anvet lahar. Se oa c'hoarvezet e 1964 hag e 1971.
Dislonket en doa ar menez-tan e miz Meurzh 2015.