Mont d’an endalc’had

Vic Chesnutt

Eus Wikipedia
Vic Chesnutt
Vic Chesnutt e 2008

Bro orin Athens, Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet
Doare(où) folk rock
Bloavezhioù oberiant 1985-2009
Label(ioù) Texas Hotel, Capitol, PolyGram, Backburner, New West, Orange Twin
Lec'hienn ofisiel http://vicchesnutt.com/

Vic Chesnutt (12 a viz Du 1964 e Jacksonville, Florida25 a viz Kerzu 2009 en Athens, Georgia) a oa ur c'haner hag ur sonaozer amerikan a oa o chom en Athens. Kregiñ a reas da sevel kanaouennoù d'an oad a 5 bloaz. Gloazet e voe en ur gwallzarvoud kirri e 1983, ha nammet e voe.

E-tro 1985 ez eas Chesnutt da Athens da seniñ gant ar strollad The La-Di-Da's.[1] Goude kuitaat ar strollad e krogas da seniñ e-unan en 40 Watt Club; ma voe merzet gant Michael Stipe (R.E.M.). Gant Stipe e voe produet an div bladenn gentañ savet gant produced Chesnutt : Little (1990) ha West of Rome (1991).

E 1992 e voe savet un teulfilm, Speed racer e ditl, diwar-benn Chesnutt. Ur perzh bihan en doe ivez er film Sling Blade savet e 1996 gant Billy Bob Thornton[2].

Brudetoc'h e teuas Chesnutt da vezañ e 1996 pa voe embannet ar bladenn Sweet Relief II: Gravity of the Situation, ma kaver tonioù Chesnutt sonet en-dro gant arzourien evel Garbage, The Smashing Pumpkins (gant Red Red Meat), Madonna, R.E.M. ha Live.

Kenlabourat a reas gant kalz arzourien ha sonerien all. Gant Widespread Panic e savas div bladenn gant an anv brute. The Salesman and Bernadette (1998) a savas gant izili ar strollad alt-country Lambchop. The album Merriment was a Chesnutt ha Kelly ha Nikki Keneipp a genlabouras a-benn sevel ar bladenn Merriment. E 2005 e lakaas embann Ghetto Bells savet gant ar gitarour Bill Frisell. War Ghetto Bells e son ivez Van Dyke Parks.

Peder fladenn gentañ Chesnutt a voe embannet gant Texas Hotel . Goude-se ec'h enrollas About to Choke (1996) embannet gant Capitol. The Salesman and Bernadette (1998) a voe embannet gant PolyGram; ha Merriment (2000) a voe embannet gant Backburner Records; tra ma voe embannet Left to His Own Devices (2001) gant spinART. Goude-se e voe degemeret Chesnutt gant an ti-embann New West Records, a lakaas embann div bladenn savet gantañ. E 2004 e voe adembannet pladennoù Texas Hotel gant kanaouennoù ouzhpennet.

Er goañv 2006 ec'h enrollas Chesnutt North Star Deserter e Hotel2Tango e Montreal. Embannet e voe d'an 11 a viz Gwengolo 2007 gant Constellation Records. Er bladenn e son arzourien evel izili Thee Silver Mt. Zion Memorial Orchestra & Tra-La-La Band, izili Godspeed You! Black Emperor, hag ivez Guy Picciotto (Fugazi). Produet e voe gant ar filmaozer Jem Cohen.[3] Pedet e voe ivez Chesnutt da seniñ war ar bladenn Trinity Revisited gant Cowboy Junkies (2007).

Elf Power (eus Athens, Georgia) a genlabouras gant Chesnutt a-benn sevel an albom anvet Dark Developments, bet embannet gant an anv Vic Chesnutt, Elf Power, and the Amorphous Strums.

Mervel a reas Chesnutt d'ar 25 a viz Kerzu 2009 goude bezañ lonket re a louzeier da zistanañ e gigennoù.[4]

  • 1990 Little
  • 1991 West of Rome
  • 1993 Drunk
  • 1995 Is the Actor Happy?
  • 1996 About to Choke
  • 1998 The Salesman and Bernadette
  • 2000 Merriment
  • 2001 Left to his Own Devices
  • 2003 Silver Lake
  • 2005 Ghetto Bells
  • 2005 Extra Credit EP
  • 2007 North Star Deserter
  • 2008 Dark Developments
  • 2009 At the Cut
  • 2009 Skitter on Take-Off

Gant an anv brute.

  • 1995 Nine High a Pallet
  • 2002 Co-Balt


Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]