Vi (kegin)

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Vi yar kriz, ar plusk torret en diadreñv.
Daou vi fritet war un asied
Vioù baset gant kig-moc'h.

Da geginañ e vez implijet vioù-yar dreist-holl. Ganto e vez graet :

  • vioù poazh-tanav, en dour tomm berv
  • vioù poazh kalet, pa vez laosket 10 munut en dour o virviñ : kalet eo ar gwenn hag ar melen
  • vioù baset
  • vioù fritet, en amann, pe en eoul (olivez, palmez, hag all), pe er bloneg.
  • alumennoù.

Vioù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Vi houadez, miret en holen
  • vioù evned : houadezed, koailhed
  • vioù pesked : kaviar
  • vioù baot
  • vioù-Pask, e sukr pe chokolad