Vetranio

Eus Wikipedia

Vetranio a oa bet impalaer roman etre ar 1añ Meurzh 350 hag ar 25 Kerzu 350.

Goude muntr Flavius Julius Constans gant Magnentius d'an 18 Genver 350, bountet e voe Vetranio, ur jeneral kozh, gant Constantia, unan eus merc'hed Constantinus Iañ, intañvez Hannibalinus, bet lazhet war urzh Constantius II, d'en em sevel da impalaer d'ar 1añ a viz Meurzh 350.

Anvet e voe, war un tu gant Constantius Iañ, ha war an tu all gant Magnentius.

Constantius a glaskas neuze un dreverz gant ar Bersed evit ober war aferioù ar C'hornôg. Pa oa o varc'hata gant Vetranio, e gouraterien a oa o prenañ ofiserien ha soudarded Vetranio gant leun a argant.

E Naissus (Nisch[1]), d'ar 25 Kerzu 350, e komprenas Vetranio e oa bep prenet e arme gant Constantius. En em ziskargañ a reas war an taol.

Leusket e voe da vont gant Constantius, gant ul leve, e Prusa[2], e Bithynia. Mervel a reas eno er bloaz 356.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Kêr eus Moesia, ma voe ganet Constantin. Klaod II a voe trec'h eno war ar C'hoted e 269.
  2. Div gêr gant an anv-se a oz e Bithynia ː Prusa ad Hypium ha Prusa ad Olympium, hirie Brousse