Mont d’an endalc’had

Verlaine (kanaouenn, Charles Trenet)

Eus Wikipedia
Ur pennad Verlaine (Proviñs Liège) zo ivez.
Gerioù Chanson d'automne skrivet ouzh ur voger e Leiden (Izelvroioù).

Verlaine a zo ur ganaouenn c'hallek savet an ton anezhi gant Charles Trenet (1913-2001).

Sonenrollet e voe en ur studio eus Pariz gant ar c'haner-sonaozer gall d'an 31 a viz Genver 1941, eilet gant an izili eus al laz-seniñ Jazz de Paris[1] renet gant ar soner saksofon Alix Combelle (1912-1978).
Embannet (DF 2800) hag adembannet (BF 217) e voe e Frañs gant Columbia Recods dindan stumm ur bladenn fonografek hag a zouge un titl all, Terre[2].

Dibab a reas Charles Trenet ober gant gerioù ur barzhoneg brudet-kaer — Chanson d'automne — gant ar barzh gall Paul Verlaine (1844-1896), bet embannet e 1866 en dastumad Poèmes saturniens gant Alphonse Lemerre (1838-1912).
Un tamm frankiz a gemeras Trenet gante dre ma c'heller klevout :
« Bercent mon cœur » e-lec'h « Blessent mon cœur »
ha
« Deçi, delà » e-lec'h « Deçà, delà ».

Silañ a reas gerioù, dibunet gantañ, tennet eus ur barzhoneg all (Le ciel est par-dessus le toit, dastumad Sagesse, miz Du 1880) gant Verlaine ivez : « Cette paisible rumeur-là »
« Vient de la ville ».

Kenkent ha penn-kentañ 1941 e oa kroget ar gelaouenn eus an tu dehou pellañ Le Réveil du peuple da dagañ Charles Trenet, dindan bluenn he c'hrouer ha rener Jean Boissel (1891-1951) peurvuiañ, en abeg ma vije « Trenet » un anagramm da « Netter », un anv yuzev sañset.

Ne ehanas ket an tagadennoù pa zeuas e-maez Verlaine : Après les délires antisémites du directeur Boissel, le "Radioteur" du Réveil du Peuple accuse Trenet de "meurtre" ... perpétré sur Verlaine ! el lec'hienn Mo(t)saïques. a c'helljod lenn en embannadur an 31 a viz Genver 1941.

Selaou Verlaine...

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]