Mont Venturi
Neuz
(Adkaset eus Venturi)
Mont Venturi, pe Venturi, pe Santa Venturi (en okitaneg; Montagne Sainte-Victoire e galleg) a zo un torosad maen-raz e Provañs (Okitania), nepell diouzh kêr Ais. Pic de Moscas (Pic des Mouches e galleg) eo al lec'h uhelañ, gant 1 011 m. Er c'hornaoueg d'an torosad ez eus savet war ur beg ur groaz uhel (18,25 m) hag a weler a-bell-bras; "Kroaz Provañs" (Crotz de Provença en okitaneg) a vez graet anezhi.
Brud en deus tapet ar menez dre ma'z eo bet taolennet un tri-ugent gwech gant al livour Paul Cézanne.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) Lec'hienn ofisiel