Mont d’an endalc’had

Veni, Sancte Spiritus

Eus Wikipedia

Veni, Sancte Spiritus zo ur varzhoneg hag ur c'hantik katolik latin, diwar-benn ar Spered Santel, a vefe bet savet er Grennamzer, pe gant ar pab Inosant III, pe gant arc'heskob Canterbury, Étienne Langton. Kanet e vez da Sul ar Pantekost en oferenn gatolik.

Tonioù zo bet lakaet war ar varzhoneg da goulz an Azginivelezh, gant Guillaume Dufay, Josquin des Prés, Adrien Willaert, Giovanni Pierluigi da Palestrina, John Dunstaple, Roland de Lassus, Tomás Luis de Victoria ha Byrd, ha diwezhatoc'h ivez gant Morten Lauridsen ha Frank La Rocca. Mesk a vez alies etre ar c'hantik-se hag unan all, damheñvel e anv, Veni Creator Spiritus.

Doare brezhonek

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un doare brezhonek a gaver el levr Kantigou Brezhonek, embannet e Sant-Brieg e 1934, savet marteze gant Frañsez Vallée, hag anvet Ar Veni, Sancte Spiritus. Sur eo n'eo ket bet kanet gwall alies: e latin e vez kanet ar c'hantik.


Spered Santel, Spered a sklerijen,

Plijet ganeoc'h ennomp breman diskenn :

A sklerijenn kargit hon sperejou

A garantez tommit hon c'halonnou

1.

An Ebestel en eur sal unanet,

A dan ho kras hoc'h eus gwechall nerzet;

Ho pet 'vidomp hevelep madelez

Ne deomp hepoc'h nemet sempladuez.

2.

Gwerc'hez Vari, esperans ar pec'her,

Pedit Jezuz ho Mab hag hon Salver;

Grit d'hon spered intent komzou Doue

Ha d'hon c'halon o mirout goude se.

Kantigou Brezhonek. Eskopti Sant-Brieg ha Landreger. Adreizet dre urz an Aotrou 'n Eskob F.-J.-M. Serrand. Sant-Brieg. Moulet e ti A. Prud'homme. Mouler an eskopti. 1934