Venerio
Neuz
Venerio, pe Venerius e latin, Venier e galleg, ganet war-dro 560 ha marvet en 630, a oa ur manac'h italian, hag a vevas war Enez Tino.
Aet e vije da Gorsika e-pad daou-ugent deiz d'ober un toullad burzhudoù.
Anvet eo bet da sant, enoret eo evel sant pleg-mor La Spezia. E 1961 eo bet anvet da sant an tourioù-tan.
E Breizh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E bourk Langon, war lez ar stêr Gwilun, ez eus ur chapel da Santez Agata hag a oa dediet d'ar sant Venier (ecclesia sancti Veneris) en IXvet kantved, a c'hallfe bezañ Gwigner enoret e Pleuwigner, pe un doare da guzhat e oa bet savet en enor d'an doueez Gwener.