Vannina d'Ornano
Vannina d'Ornano (1527-1563) zo ur Gorsikadez hag a voe krouget gant he fried Sampiero Corso.
Merc'h pennhêrez e oa. He zad François d’Ornano, he mamm ar gontez Franceschetta. Merc'h-vihan e oa da Vincentello d’Istria.
En 1545, d'he 18 vloaz, e timezas da Sampiero Corso, 47 vloaz, e servij Herri II, roue Bro-C'hall. En 1563 e oa bet karget Sampiero gant ar roue da vont da-gaout dey Aljer ha Soliman III, ma rankas leuskel e bried Vanina en o zi e Marseille. Neuze e roas galloud dezhi da verañ e vadoù.
Enebourez da Sampiero e oa Republik Genova, ha klask a reas tennañ ur vad bennak eus beaj Sampiero : bountañ a reas war an abad Michelangelo Ombrone, kelenner bugale Sampiero, da lakaat Vanina da vont da Genova da gemer madoù Ornano, a oa bet skrapet gant ar Republik, gant ma touje plegañ d'ar Sened.
Disklaer eo an abegoù a reas da Vanina mont da Genova : marteze he devoa c'hoant da varc'hata gras Sampiero, a oa klask warnañ gant Genova ; marteze he devoa c'hoant da dec'hel rak he fried, a oa tregont vloaz warni.
C'hoarigan
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Diwar an istor-se eo bet savet ar c'hoarigan Sampiero Corso, gant Henri Tomasi en 1956.