Van Eyck
Neuz
Eick, pe Van Eyck (pe van Eyck), hag ivez Van Eijk (pe van Eijk) a zo un anv-familh nederlandek bet douget gant meur a zen brudet.
Yezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dont a ra eus ar ger eijk, dervenn, kar d'ar ger saoznek oak.
Van Eyck (arzourien)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur familh arzourien a-orin flamank a oa anvet van Eyck. Daoust ma voent ganet ha desavet e-kostez ar stêr Meuse (Maaseik), ez ejont da labourat da gêrioù Gent ha Brugge, ma tegasjont kemmoù d'an doareoù livañ bet implijet araozo, ha ma kasjont ivez an teknikoù livañ war-raok. Ganto e voe savet ul lodenn vras eus pennoberennoù ar 15vet kantved. Er familh-se e oa : Hubert van Eyck, Jan van Eyck, o breur Lambert van Eyck, hag o c'hoar Margareta van Eyck, ha marteze a-walc'h ivez Barthélemy d'Eyck, gallekaet e anv.
Tud all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Jacob van Eyck, soner ha sonaozer izelvroat eus ar 17vet kantved.
- Gaspard van Eyck, livour flamank eus ar 17vet kantved.
- Pieter Nicolaas van Eyck, barzh, buruteller ha prederour izelvroat eus an 20vet kantved.
- Robert Floris van Eyck, barzh, arzour hag adaozer oberennoù arzel eus an 20vet kantved.
- Aldo van Eyck, arkitektour izelvroat eus an 20vet kantved.
- Stig Van Eijk, soner norvegiat eus an 20vet kantved.
- Anita van Eijk, deuet da vout Priñsez Anita of Oranje-Nassau, van Vollenhoven-van Eijk, gwreg ar Priñs Pieter-Christiaan of Oranje-Nassau, van Vollenhoven.
- Paul-Luiz van Eijk, c'hoarier mell-droad eus an Inizi Cook
- Ary Todd Van Eyk, filmaozer.