Jacob van Eyck

Eus Wikipedia

Jacob van Eyck (e-tro 1590 e Heusden - 26 a viz Meurzh 1657 en Utrecht) a oa ur soner izelvroat. Unan eus sonerien vrudetañ an Izelvroioù er XVIIvet kantved e voe. Soner brimbalerezh, ograoù, fleüt ha sonaozer e voe ivez.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pa voe ganet e oa dall. E 1625 e kuitaas Heusden hag e teuas da vezañ brimbaler iliz-veur Utrecht. Brimbalerien all a zeuas da Utrecht da zeskiñ gantañ, ha priziet e oa gant tud evel René Descartes pe Isaac Beeckman peogwir e oa barrek-tre a-fet kendoniañ. Sevel a reas Der Fluyten Lust-hof (Liorzh plijadurioù ar fleüt) hag a voe embannet e 1644, 1646, 1649, 1654 hag e 1656.

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Porched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù.