Mont d’an endalc’had

Valentin Paniagua

Eus Wikipedia

Prezidant Perou eo bet Valentin Paniagua, ganet d'an 23 Gwengolo 1936 e Cusco ha marvet d'ar 16 Here 2006 e Lima.

Ezel eus ar strollad demokrat-kristen eo bet da gentañ a-raok pellaat pa gave dezhañ e oa aet ar strollad re dost da Junta Juan Velasco (1968-1975). Gant strollad Ober ar Bobl ez eas, dindan Fernando Belaunde, bet Prezidant dre ziv wezh e 1963-1968 hag 1980-1985).
E 1963 ez eas da gannad hag e 1965 e voe Ministr ar Justis. E 1980 ez eas da Vinistr an Deskadurezh.
E penn ar bihan-niver e voe a-enep da Alan Garcia (1985-1990) hag Alberto Fujimori da c'houde. Alvokad arbennik war ar gwir bonreihzel e savas klemmoù pa voe serret ar Parlamant e 1992. E 1997 ez eas da vezañ dileuriad ar varnerien o doa nac'het sentiñ ouzh bonreizh nevez kinniget gant Fujimori.

E 2000 ez eas da benn ar vro pa oa bet roet e zilez gant Fujimori. D'an 28 a viz Gouere 2001 e lezas e gador gant Alejandro Toledo goude dilennadegoù diouzh reolennoù an demokratelezh, e-giz prometet.

E 2006 ec'h asantas mont war ar renk evit an dilennadegoù prezidant daoust ma ne oa ket gwall entanet. E penn Talbenn ar c'hreiz e voe, met n'ez eas nemet 7% eus ar mouezhioù gantañ.