Alan García Pérez
Neuz
(Adkaset eus Alan Garcia)
Alan Gabriel Ludwig García Pérez, pe Alan García ent-berr, (Lima, 23 Mae 1949 - 17 Ebrel 2019) a oa ur politiker eus Perou).
Prezidant ar vro e voe etre 1985 ha 1990 hag adarre etre 2006 ha 2011. E 1990 ez eas kuit gant ur bilañs ekonomikel eus ar re washañ. En harlu e voe García e Kolombia hag e Bro-C'hall e 1992. Distreiñ a reas da Berou e 2001 pa oa tec'het Alberto Fujimori.
E 2006 e voe dilennet da brezidant Republik Perou en-dro.
D'ar 17 a viz Ebrel 2019 en em lazhas pa oa poliserien o vont da herzel anezhañ.