Västerås

Eus Wikipedia
Al liorzh Vasa hag an ti-kêr en adreñv.

Västerås (distaget [vɛstərˈoːs] e svedeg) zo ur gêr eus kreiz Sveden, e proviñs hag e kontelezh Västmanland. War ribl al lenn Mälaren emañ, er c’hornôg da Stockholm. E 2010 e oa 110 877 a dud o chom e kêr ha 137 207 a annezidi a oa er gumun. Kêr-benn ar gontelezh eo Västerås ha sez un eskopti eus Iliz luterek Sveden eo ivez.

Unan eus kêrioù kozh Sveden eo Västerås. En XIvet kantved e oa an eil kêr vrasañ e Sveden hag en XIIvet kantved e teuas da vezañ pennlec’h un eskopti. E 1527 e voe bodet ar riksdag e Västerås gant ar roue Gustav Iañ Vasa. Er vodadeg-se e voe divizet ober eus Sveden ur stad protestant ha treiñ kein ouzh an Iliz katolik.

Västerås, war ribl al lenn Mälaren, eo an hini brasañ eus ar porzhioù e diabarzh douaroù Skandinavia.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.