Urashima Tarō

Urashima Tarō (浦島 太郎) zo ur pesketaer yaouank ha penntudenn ur gontadenn japanat (otogi banashi), a vefe ar skouer goshañ eus ur veaj en amzer.
Orin[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Savet e vefe ar gontadenn diwar mojenn Urashimako (Urashima no ko pe Ura no Shimako[a]) meneget e meur a bezh lennegel abaoe an VIIIvet kantved, evel ar Fudoki, Nihon Shoki, hag ar Man'yōshū.
Ar gontadenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Un deiz, war an aod, en deus saveteet ur vaot gwallgaset gant bugale fall, ha lakaet anezhi er mor. En deiz war lerc'h e teu ur vaot ramzel d'e gaout : roue ar mor an hini eo, deuet d'e drugarekaat da vezañ saveteet e verc'h. Kaset eo war e gein da Balez an Aerouant (Ryūgū-jō) e goueled ar mor. Eno e kas e amzer gant ar briñsez Otohime, bet saveteet gantañ.
Goude ur pennadig e krog kleñved ar gêr ennañ, ha c'hoant en deus da zistreiñ d'e vro. Kavout a ra dezhañ bezañ tremenet un toullad devezhioù gant ar briñsez met pa erru er gêr e kompren eo bet ezvezant e-pad ouzhpenn 100 vloaz, ha den n'en deus soñj anezhañ nag eus tud all e amzer.
Neuze e tigor ar voestad bravigoù (tamatebako) a zo bet roet dezhañ gant Otohime pa oa aet kuit, hag a oa difennet outañ digeriñ. Ha setu ur vogedenn wenn o sevel, hag e teu Urashima Tarō da vezañ un den kozh.
Poltred Urashima Tarō gant Utagawa Kuniyoshi.
Film[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- E 1918: Urashima Tarō