Union du Peuple Alsacien

Eus Wikipedia

An Union du Peuple Alsacien (Elsässische Volksunion en alamaneg, da lavaret eo Unvaniezh Pobl Elzas) a oa ur strollad emrenour a glaske gounit emrenerezh bro-Elzas. Krouet e oa bet e 1988 hag un ezel eus Rannvroioù ha pobloù kengred e oa. E 2009 e oa bet bodet gant Fer's Elsass evit sevel ur strollad elzasat nevez, Unser Land.